
40 vloaz goude, un enrolladenn nevez evit ar ganaouenn-veur "Ar Marc’h Dall"
A-hed ar bloavezhioù 1980 e oa bet kanet ha sonet "Ar Marc’h Dall" e salioù hag ilizoù Breizh. Emañ an embanner Arnaud Elégoët hag e skipailh oc’h enrollañ en-dro an destenn greñv-se, skrivet e 1979 gant Job an Irien, ha sonaozet gant René Abjean.






















