
Ar Marc'h Dall - Levr-CD
Tost da gant a ganerien hag a sonerien eus Breizh, Korsika hag eus Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria a laka ac’hanomp da dremen ur prantad eus ar re gaerañ asambles...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Besoin d'aide ?
contactez-nous par e-mail
Emañ Liza o chom e Menez Are, e kalon Breizh. Un noz e tiviz ar plac'h yaouank mont da zizoleiñ ar bed.
Ur bedadenn da veajiñ gant trizek pezh sonerezh eus broioù disheñvel, mesket brav gant soniadoù ar brezhoneg.
Ouzhpenn kant a oberourien, a ganerien hag a vuzisianed eus Breizh hag a lec'h all, bodet evit ar wech kentañ a laka ac'hanomp d'ober ar c'haerañ beaj dre ar sonerezh a-gevret ganto. Un digarez, evit ar re vihan hag ar re vras, d'ober anaoudegezh gant sevenadurioù ar bed.
1 | Sandmännchen • Sandmännchen (Alamagn)
2 | An Distro • Tumbalalaika (Rusia)
3 | Nijal Pell • Hegoak (Euskadi)
4 | Guanuqueando • Guanuqueando (Arc'hantina)
5 | Ma Zadig-me • Avava Inouva (Kabilia) - Idir
6 | Bugel an Heol • Nkosi Sikelel' iAfrika (Suafrika)
7 | Douar Dizrouk • Ñaime ka'aguýpe (Bolivia)
8 | Kan an Nevez-amzer • Nán ní wan (Sina)
9 | Breudeur omp • Askatasunera (Korsika)
10 | Eskemm • Scarborough Fair (Bro-Saoz)
11 | Er Mor Bras • Pahoho (Tahiti)
12 | Rumba giz Barcelona • Rumba de Barcelona (Katalonia) - Manu Chao
13 | Tuchenn Mikael • Tuchenn Mikael (Breizh)