War-lerc’h meur a single hag EP embroduet emañ Plouz&Foen o prientiñ e bladenn gentañ, D’an Neb A Glevo. O veskañ rap brezhonek, elektro ha danevelloù dre soubidigezh emañ an albom o heuliañ istor ur Saoz yaouank o tizoleiñ dre zegouezh ur c’hasedig e brezhoneg. Dre ar faltazi son dibar-se emañ an daouad oc’h ergerzhout an harzoù yezhel ha sevenadurel. Ur raktres nevezus hag identelezh douget gant Kavalou hag ar raper londrezat Sam Mac.
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel