
Ni a gomz brezhoneg
Un hentenn brezhoneg evit deraouidi al lise. En embannadur-mañ ez eus ur c’hod el levr evit selaou an enrolladennoù enlinenn. Trede embannadur.

Un hentenn brezhoneg evit deraouidi al lise. En embannadur-mañ ez eus ur c’hod el levr evit selaou an enrolladennoù enlinenn. Trede embannadur.

Debriñ kig a reont, toullañ a reont pejoù, yudal a reont pe gwelet en noz hag an holl a laka bihan ha bras da grenañ : setu loened a zegas spont gant ar...

Dozviñ a reont vioù, flemmañ a reont, bevañ e tropadoù, nijal ha gwech a vez ez eont a-stlej : setu loened munut gant ar c’helenner Tatsu Nagata !...

Speuñial a reont, debriñ geot, goañvaat, dindan an douar e vezont o chom pe dozviñ vioù a reont : setu loened diwar ar maez gant ar c’helenner Tastu Nagata !...

Ur rummad 12 istor bihan aes da lenn an-unan. Buhez pemdeziek Jakez Vras, ur ramz tost d’ar vugale, kontet gant frazennoù berr ha gant ur c’heriaoueg diazez....

Petra en deus ur fri gwer-glazik, dent lemm gwenn, ha daoulagad bras melen ? Euzhvil Bras Gwer an hini eo ! Arabat bezañ spontet avat. Tro pajennoù didroc’het...

Ur veaj-skol torr-penn adarre, a soñj Gael… Kastell an duged en Naoned ? Torr-penn ne vo ket avat ! Kaset e vo ar paotr yaouank dre an amzer gozh gant un teuz...

Spontailh al livioù ne oar ket petra a c’hoari gantañ. Graet en deus meskaj gant e fromadennoù ha bremañ e rank dibunañ ar gudenn a zo rouestlet....

Gant ar c’hoant kousket emañ Moussa. Met direnket eo gant ul logodenn oc’h ober trouz. Piv a c’hallo sikour anezhañ d’en em zizober diouti ? Ha dont a raio...

Teñzorioù aour ha perlez zo bet dispaket en heol gant ar C’hwilostenn gozh ! Ha roet e vo e lod da viliner Rozambaou ? Penaos e raio paotred kalonek Brasparzh...

Troioù-vil e ra Max dizehan. Krozal anezhañ a ra e vamm ha rankout a ra ar paotrig chom en e gambr. Tamm-ha-tamm e tro e gambr en ur bed marvailhus. Bageal a ra...

Mont a ra Bibou a-gevret gant e dad d’ar c’hleub echedoù... ha setu ur bed dianav dirak e zaoulagad, leun a garrezioù gwenn ha du, a varc’hegerien, a zamezed, a...

Naon-du he deus ar viskoulennig. Krignat boued a ra a-hed ar sizhun ken ma teu poan-gof dezhi. Penaos e troio an traoù eviti ? Tremen 40 vloaz zo e ra berzh an...

Albom + enrolladenn da selaou enlinenn. « Bezit fur ha na zigorit da zen ebet » a lavaras ar vamm c’havr d’he mennoù a-raok mont d’ar marc’had. Met ar bleiz a...

Daoust pegen naonek eo en deus c’hoant ar bleiz-garv da vezañ cheuc’h !

An aotrou Lapin ne gav ket mat karotez ken. Mont a ra e-maez e di da welet petra zo en asiedoù e amezeien : ar ran, al labous, ar pesk, ar pemoc’h, ar balum, ar marmouz hag......

Emañ ar familh kizhier laouen-mañ o c’hortoz ac’hanout evit mont da batouilhat ha da gabouilhat, da ruzikat ha da saflikat ! Plijadur a vo ! E-skeud arvestiñ ha...

Kourjetenn n’eo ket ur penn-legumaj, ur paotr bihan kalonek ne lavaran ket. Pa goll Kourjetenn e vamm e soñj dezhañ emañ e-unanig hiviziken. Mignoned en em gavo...

Ur gazhez vihan c’hris zo o kantren e straedoù he c’hêr dismantret. O klask mignoned ha boued emañ, met ne gav den ebet na mann ebet. Un deiz e tegouezh ganti...

Istor euzhus kleñvedoù marvel, kontet gant an amprevaned noazus ha lous a skign an hadennoù ! Al levr fentus ha bamus-mañ a gontammo ac’hanoc’h gant...

Aon a c’haller kaout dirak ar bed bras ha frank - dreist-holl o vezañ ma’z eo leun a voudoù iskis. Met daoust ha spouronus e rank bezañ ar re a zo bras, skilfek ha blevek ?...

Levr-CD. Dastumad fablennoù La Fontaine. 39 fablenn, 7 konter, 19 treser. Sonerezh gant Yann Tiersen.

Eus peulvanoù ar Ragistor d’ar redadegoù en donvor hiziv an deiz, ur valeadenn dibar ha plijus evit anavezout gwelloc’h Breizh.

Trist eo ar yerigoù ! Biken ken ne zeuio ar Razh Koñchenner da gontañ istorioù dezho a-raok mont da gousket. Re gozh eo erru ar razh ! Ur Yann bennak a c’hellfe kemer e lec’h....

Ur c’hazhig bihan o deus degemeret Karmen, ar yarig dispont, hag he breur Karmelito. Du-pod eo ! Pennfollet eo ar yerigoù. Rak, evit doare, e sach ar c’hizhier...