
Sunakay
Deuet eo ar mor da vezañ ur pezh lennad loustoni hep netra vev ennañ ken. Div c’hoar zo o chom war un enez plastik, o klask bevañ evel ma c’hallont, e-touez al lastez....
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Dozviñ a reont vioù, flemmañ a reont, bevañ e tropadoù, nijal ha gwech a vez ez eont a-stlej : setu loened munut gant ar c’helenner Tatsu Nagata !
– Ar vuoc’hig-Doue
– Al laouenn
– Ar verienenn
– An nadoz-aer
– Ar moustik
– Ar bugnezenn ruz
– Ar vuzhugenn
Gant skiant ha fent e oar Tatsu Nagata tommañ kalon ar vugale ouzh an natur ha reiñ c’hoant dezho da ziwall anezhi.