
Diwallit ouzh an aerouantez !
Dreistordinal eo ti nevez Eflammez. Bleunioù zo, geot flour hag amezeien plijus-tre. Sur eo ?... - N’out ket evit chom amañ ! a huch al loened all dezhi. Ha...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Debriñ kig a reont, toullañ a reont pejoù, yudal a reont pe gwelet en noz hag an holl a laka bihan ha bras da grenañ : setu loened a zegas spont gant ar c’helenner Tatsu Nagata !
– An tiranosaor
– Ar gevnidenn
– Ar gorilh
– Al leon
– Ar bleiz
– Ar rinkin
– An naer
Gant skiant ha fent e oar Tatsu Nagata tommañ kalon ar vugale ouzh an natur ha reiñ c’hoant dezho da ziwall anezhi.