
Pemp levr dibar ijinet ha savet gant Chris Haughton, ha renket en ur voest vrav. Pemp istor fentus, moutig ha gwidreüs evit splujañ e-barzh bed Chris Haughton, unan eus gwellañ ijinerien istorioù en Iwerzhon, loreet meur a wech evit e labour.
Dizoloit e brezhoneg an titloù "Un tamm kollet", "Alato ! Na ra ket-se, Jorj !", "Grik ! Ur raktres hon eus...", "Noz vat d'an holl" ha "Bez dispont, Krank bihan" !
"UN TAMM KOLLET"
« O ! O ! Kouezhet eo Kaouennig eus an neizh... »
"ALATO ! NA RA KET-SE, JORJ !" [Oh No, George!]
« Prometet en deus Jori bezañ fur. C'hoant en dije dont a-benn da vezañ fur. Met o paouez gwelout ur wastell er gegin emañ... Petra a raio Jorj ?! »
"GRIK ! UR RAKTRES HON EUS..."
« Piv a zo o kantren sioulik er c'hoad ? Grik ! Ur raktres o deus... »
"NOZ VAT D'AN HOLL"
« O vont da guzh emañ an heol ha c'hoant kousket o deus an holl... Erfin... Kazi an holl ! »
"BEZ DISPONT, KRANK BIHAN"
« SELL ! Ur WAGENN o tostaat... Dalc'h mat ! O tont emañ ! Bez dispont, Krank Bihan! Mont a raio mat pep tra... »
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel