
Rinkla hag ar c'hoad burzhudus
An hañv n'eus fin ebet dezhañ... Penaos e c'hello Rinkla, al lapin bihan, degas an diskar-amzer hag ar glav ? Gant ur c'hod QR e vo gellet selaou an istor...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Besoin d'aide ?
contactez-nous par e-mail
« Demat, Globi eo ma anv, ha deuet on war an Douar da welet ma mignon Benoni. Pell-pell amzer zo e oa ken brav ar blanedenn m'edon o vevañ hag an Douar. Hag atav e vije, panevet ar sotonioù bras hor boa-ni graet hag o deus distrujet an natur warni. Setu e voe ret dimp he dilezel ha sevel ur blanedenn nevez, ha ni a rank teurel evezh bras ouzh kement tra a reomp, mar ne fell ket dimp he distruj ha mervel da heul.
Na rit ket eveldomp-ni : na louzit ket an Natur. Aes-tre eo. C'hwi a welo kement- se o lenn hon istorioù. Kenavo un istor all ! »