Arkeologiezh danvorel
Titl orin :Archéologie sous-marine
Dizoloit penaos e labour an arkeologourien ha penaos e treseont an arverkoù evit diskoulmañ kevrin ar peñse Zi-24 !
Ar mor, mirdi brasañ ar bed.
Deuit ganin da zizoleiñ penaos e labour an arkeologourien ha penaos e treseont an arverkoù evit diskoulmañ kevrin ar peñse Zi-24 !
Zi-24 ? Petra zo a-dreñv ar c’hod iskis-se ?
Zi-24 a dalv « Zone Interdite 24 », anv ur valizenn lec’hiet er stêr Rañs e-kichen Sant-Maloù eo. Aroueziañ a ra deroù an takad berzet ouzh an holl verdeadennoù abalamour d’ar stankell ha troellrodoù al labouradeg vordredan a brodu an tredan.
E sol ar valizenn-se, dre 18 metrad donder, ur peñse zo bet adkavet.
Amzeriet en 17vet kantved, unan eus peñseoù eus ar re goshañ e bae Sant-Maloù eo hiziv an deiz. Dibaoe meur a vloavezh, ar Gevredigezh evit Diorren Enklaskoù en Arkeologiezh-vor a gas furchadegoù danvorel da benn war al lec’hienn arkeologel.
Niver a bajennoù : 20
Oberour(ien) : Yann Goanac’h, François-Xavier Lagey
Mentoù : 24 x 17 cm
ISBN : 9782383670384
Adalek 6 vloaz
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !