
Tommadur an hin : Kefridi Tara en Arktika
Anavezout a ra mat Billy ar mor ha tommadur an hin : studiañ a ra he mamm ar skornegoù oteuziñ e bourzh ur vag skiantel, ar oueletenn Tara. Kinnig a ra Billy...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Hag ar C’hoarezed Goadec a anavezez ? Desavet int bet war ar maez, e Breizh, ha berzh o deus graet er bed a-bezh a-drugarez d’o c’hanaouennoù. Eus Treffrin da Bariz, int deuet da vezañ brudetañ kanerezed Breizh o c’houlzad. Daoust da se o deus dalc’het ar pep pouezusañ ‘barzh o soñj bepred : pa vez rannet ken aes-ha-tra ‘pezh a garer gant largentez e c’haller lakaat ar c’halonoù da dridal. ‘Barzh an albom-mañ e par o selloù an teir C’hoar Morizur war bugaleaj ar C’hoarezed Goadec, gant barzhoniezh ha fent, ‘benn d’an holl ac’hanomp kemer skouer warne ha soñjal : me ivez ‘zo barrek d’ober kemend-all !