
Ne fell ket din mont d'ar skol !
Hiziv emañ devezh skol kentañ Logodennig ha Dinosaorig. Ne fell ket dezho mont, tamm ebet ! Pa grogo ar c'hentelioù avat e vo ur pezh mell souezhenn....
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Debriñ kig a reont, toullañ a reont pejoù, yudal a reont pe gwelet en noz hag an holl a laka bihan ha bras da grenañ : setu loened a zegas spont gant ar c’helenner Tatsu Nagata !
– An tiranosaor
– Ar gevnidenn
– Ar gorilh
– Al leon
– Ar bleiz
– Ar rinkin
– An naer
Gant skiant ha fent e oar Tatsu Nagata tommañ kalon ar vugale ouzh an natur ha reiñ c’hoant dezho da ziwall anezhi.