
Ne fell ket din mont d'ar skol !
Hiziv emañ devezh skol kentañ Logodennig ha Dinosaorig. Ne fell ket dezho mont, tamm ebet ! Pa grogo ar c'hentelioù avat e vo ur pezh mell souezhenn....
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Petra en deus ur fri gwer-glazik, dent lemm gwenn, ha daoulagad bras melen ? Euzhvil Bras Gwer an hini eo ! Arabat bezañ spontet avat. Tro pajennoù didroc’het al levr-mañ ha sell ouzh Euzhvil Bras Gwer o kreskiñ. Goude-se, pa vi prest da ziskouez dezhañ piv eo ar mestr, ne’z po ken nemet delc’her da dreiñ ar pajennoù ha kas anezhañ diwar wel. Ul levr ijinus hag a sikouro ar vugale da gas kuit euzhviled an noz !