
Ar bleiz droch e skol ar chaseourien
Emgav en deus ar Bleiz Droch hiziv gant ar chaseour brudet Krog-e-barzh. Gant alioù fur ar chaseour meur eo sur d’ober berzh. N’eus nemet derc’hel soñj : ar fri...

Emgav en deus ar Bleiz Droch hiziv gant ar chaseour brudet Krog-e-barzh. Gant alioù fur ar chaseour meur eo sur d’ober berzh. N’eus nemet derc’hel soñj : ar fri...

En ur gêriadenn eus Rusia e oa daou vreur o chom. Boris, ar breur henañ, a oa paotr fin, met Yakov a oa berr e spered. Un deiz o doa kavet un teñzor. Ha neuze…

Bob en deus c'hoant da gaout ur vag. Met penaos bezañ kabiten ? Dougen bri d'ar vignoniezh gant fent ha teneridigezh eo pal an dastumad-mañ.

Aon en deus Bob fenoz. Aon en deus da gousket. C'hoant en deus da chom dihun. Ha dont a raio a-benn ? Dougen bri d'ar vignoniezh gant fent ha teneridigezh eo pal an dastumad-mañ....


Buan-buan ! Olga, Ingrid ha Hans a rank hastañ buan ! O mamm, Rouanez an Erc’h, he deus goulennet diganto mont da gas un arc’hig prizius da… Dadig an Nedeleg....

"Me eo ar Bleiz, spontailh ar vro ! a ra deoc’h krenañ tro-war-dro ! Spontit, tudoù, spontit, loened ! An holl ganin a vo debret !”

Hiziv emañ ar Bleiz Droch oc'h en em soñjal ha hir e kav e amzer. « Chom da chaseal er vro-mañ, sed a zo un torr-penn eus ar re washañ. Graet eo ma soñj ganin...

Abaoe savet an heol emañ ar bleiz o c’hedal a-dreñv ur wezenn, e dreid o skornañ en erc’h, riell ouzh e feskennoù blevek. Naon en deus, ken en deus. Ha setu...

Hiziv e oa ar Bleiz Droch o vont d’ober un dro vras… Pa oa o klask e voued ’oa bet livet en glas ! Ur bleiz glas gant an naon du ? Biskoazh kemend-all !

Dihunet eo ar Bleiz Droch, ha laouen evel an heol. Siwazh, ne oar ket ar Bleiz Droch e ya fall an traoù a-wechoù pa vez kaer an amzer. Hag e vefe gwelloc’h...

Ar C'honifl zo bet o pourmen... Pa zegouezh ’tal e zouarenn e klev un trouz iskis enni hag a ra dezhañ aoniñ... Kontadenn eus Europa.

Sed amañ istor ur vaneg ruz kaset gant an avel ha lezet war an erc’h e-kreiz an hent. Ul logodenn a oa o tremen : - Chañs am eus ! Setu un ti gloan tomm din-me !...

« Truez, ho pet truez ouzhin-me ! Prestit din-me, me ho ped, ul liard da brenañ boued ! »

Glav-pil, dour-beuz ! Bodet eo al loened war ul lestr bras. En o zouez ez eus div ran... Ya, met div ran bras o beg. Hag a-benn daou c’hant daou zevezh ha...

Ur rekipe eus ar re wellañ en deus desket Gwendal e bro an dud a oar fiñval o begel. Ar re-se zo o chom etre ar bobl na zebr nemet ar c’hreun diwar ar bara ha...

Esben zo ur paotr bihan hag en deus unnek breur bras ha kreñv. Met n’int ket gwall fin. Alies o devez ezhomm da gaout un tamm sikour digant o breur bihan,...

Aet eo Lili da bourmen d’ar c’hoad. Klevout a ra trouz. Aon un tammig he deus. Petra eo an trouz-se ?

Daou c’hant vloaz zo, en ur c’hoad eus kreisteiz Bro-C’hall, diskoachet ul loen iskis gant ur vaouez. Soroc’hal a ra al loen, ha klask kuzhat. Tapet eo gant chaseourien....

War doenn ar c’hastell ez eus ul labous o kanañ : – Setu me, setu me, pinvidikoc’h eget ar roue ! Hag ar roue da c’hervel e soudarded : – Kit da gemer e bezh aour digantañ !...

Pelec'h emañ Lili ? Oc'h ober petra emañ ? N'emañ ket en he gwele ! Da gousket, Lili ! Poent bras eo !

Pêrig a wel ur vaouez kozh o tont er-maez eus ar c’hoad. Anavezout a ra anezhi, ar sorserez an hini eo ? ! – Tralala laleno, Sorserez ne rez ket aon din....

O c'hortoz emañ Lili. Pegoulz e teuio Tadig an Nedeleg ? N'eo ket erru c'hoazh ? Mall bras zo warni ! Kanaouenn "Tadig kozh an Nedeleg" a vez kavet e fin al levr....

– Ma teu unan bennak da skeiñ ouzh an nor, na zigorit ket dezhañ ! Marteze e vo ar Roñflez, prest da lammat ganeoc’h ha da zebriñ ac’hanoc’h, eme ar c’havr d’he mennedigoù....

Mab ur samourai eo Hiro. Ha netra ken. Rak Hiro ne denn da samourai ebet : ne oar nag ober war-dro e varc’h, na chaseal, nag en em gannañ... Ur pezh razh tev...