
An erer hag ar sorserez
Un erer faro eo Treflamm, roue ar menezioù ; n’eus ket par dezhañ evit chaseal ha plaviñ uhel en aer. Un devezh, avat, en em gav al labous en ur pleg fall, hag...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Poent eo da Nolwenn renkañ he c’hoarielloù met strewet int un tamm pep lec’h en ti ha, bemdez, e kav unan anezhe oc’h ober un dra souezhus. D’al Lun emañ an arz e-barzh ar yenerez oc’h evañ dour ; d’ar Meurzh emañ ar vuoc’h o tebriñ bara war an daol e-barzh ar gegin ; d’ar Merc’her emañ ar c’hrokodil o ’n em walc’hiñ e-barzh ar gibell... Un digarez eo an istor ivez evit menegiñ ha deskiñ devezhioù ar sizhun.