
Diwallit ouzh an aerouantez !
Dreistordinal eo ti nevez Eflammez. Bleunioù zo, geot flour hag amezeien plijus-tre. Sur eo ?... - N’out ket evit chom amañ ! a huch al loened all dezhi. Ha...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Sachomp kreñv, sachomp krenn,
Da gaout irvin d’ober soubenn.
Ur wech e oa en ul liorzh e Rusia ur pezh pikol irvinenn a oa kreñvoc’h eget un den.
Honnezh a oa ur pezh hini biskoazh n’oa bet unan ’velti. Kaer en doa tad-kozh sachañ ne deue ket an irvinenn gantañ. « Penaos eta ’vo graet ar soubenn ma n’on ket vit tapout ma irvinenn. Met hep skoazell ne deuio ket ha skoazell am bo gant ma fried. » Met skoazell mamm-gozh n’oa ket trawalc’h eno e oa an dalc’h ! Galvet o merc’h-vihan ouzhpenn : ne deue ket an irvinenn ! Ret e voe goulenn c’hoazh sikour digant ar c’hi, digant ar c’hazh.
Siwazh ne oa netra d’ober sachañ ganto a oa aner. Ha panevet al logodenn ne vijent ket deuet a-benn.
Unvaniezh a ra nerzh pa sach an holl e vez graet berzh.