
Al labous hag ar pezh aour
War doenn ar c’hastell ez eus ul labous o kanañ : – Setu me, setu me, pinvidikoc’h eget ar roue ! Hag ar roue da c’hervel e soudarded : – Kit da gemer e bezh aour digantañ !...

War doenn ar c’hastell ez eus ul labous o kanañ : – Setu me, setu me, pinvidikoc’h eget ar roue ! Hag ar roue da c’hervel e soudarded : – Kit da gemer e bezh aour digantañ !...

Eürus eo Éadoin en he buhez. Brudet eo da vezañ c'hoarierez echedoù ampart, un dudi priziet-meurbet gant pennoù Iwerzhon. Karout a ra Mír, mab ur roue....

Pelec'h emañ Lili ? Oc'h ober petra emañ ? N'emañ ket en he gwele ! Da gousket, Lili ! Poent bras eo !

Pêrig a wel ur vaouez kozh o tont er-maez eus ar c’hoad. Anavezout a ra anezhi, ar sorserez an hini eo ? ! – Tralala laleno, Sorserez ne rez ket aon din....

O c'hortoz emañ Lili. Pegoulz e teuio Tadig an Nedeleg ? N'eo ket erru c'hoazh ? Mall bras zo warni ! Kanaouenn "Tadig kozh an Nedeleg" a vez kavet e fin al levr....

– Ma teu unan bennak da skeiñ ouzh an nor, na zigorit ket dezhañ ! Marteze e vo ar Roñflez, prest da lammat ganeoc’h ha da zebriñ ac’hanoc’h, eme ar c’havr d’he mennedigoù....

« Piv out-te ? Ha petra ‘zebrez-te ? Setu istor brudet ur ranig beg-araok Met fin-tre… »

Bev-buhezek eo an aod pa vez izel ar mor. Deomp da heul Melen hag e dad-kozh ha diskoachomp teñzorioù an aod vev.

Pedet eo Piccolo e ti e gamarad Oscar. Koulskoude ne fell ket da Oscar prestañ e c’hoarielloù dezhañ. Evitañ e-unan e fell dezhañ derc’hel anezho......

« Dezviñ, dezviñ atav ! Estreget dezviñ zo da ober er vuhez ! Me a fell din gwelet ar mor ! »

Skoñsig bihan en deus ur poupig pilhoù, un neñneñ, Ruflig e anv. Skoñsig a zo sot gant Ruflig ha gant ar c'hwezh dioutañ e-unan a zo gantañ. Petra ober avat pa...

« Ehanoù bras an hañv eo. Peogwir emañ c’hoazh Mammig o labourat e ra Mamma-gozh war hon tro, ma breur bihan ha me. Mammig a lâr da Vamma-gozh « ‘Teus ken ‘met...

Mab ur samourai eo Hiro. Ha netra ken. Rak Hiro ne denn da samourai ebet : ne oar nag ober war-dro e varc’h, na chaseal, nag en em gannañ... Ur pezh razh tev...

Karilhon zo ur menn karv-erc’h hag a garfe sachañ karr-stlej Tadig an Nedeleg. Met evit bezañ karv-erc’h Tadig an Nedeleg e ranker deskiñ nijal. Ha se n’eo ket aes......

Emañ Liza o chom e Menez Are, e kalon Breizh. Un noz e tiviz ar plac'h yaouank mont da zizoleiñ ar bed. Ur bedadenn da veajiñ gant trizek pezh sonerezh eus...

Levr skeudennaouet kaer evit bugaligoù. Istor fentus ha tener Benno, un arzhig bihan, a zo da vont d'ar skol evit ar wech kentañ. Laouen-tre eo. E vamm, avat, a zo nec'het....

Setu ar yar fri-ouzh-fri gant ar c’hazh : "Petra emaout oc’h ober er-maez gant an amzer yen-mañ ?" eme ar c’hazh. "Deus ganin," eme ar yar. "Ma ne deuez ket, eo...

Biskoazh kemend-all ! Ar c’habiten Fri-Ruz hag e vartoloded a zo o paouez ober peñse war un enezenn didud... Didud ? N’eo ket ’vat ! Ar bobl Azebrtud he deus...

Olier a zo ur c'hilhog jentil hag hegarat. Ur si bras en deus avat — ne c'hell ket sevel diouzh ar mintin ! N'eo ket laouen mestr an atant — da betra kaout ur...

An devezh-skol kentañ n'eo ket aes d'an holl atav...

Plijout a ra liv ar sae-mañ de V-Mael. Degas a ra soñj dezhañ an tigred, an heol ha blev e vamm. Plijout a ra dezhañ an trouzioù a vez graet gant ar sae....

Munut ha bev-buhezek, Flammennig n'he deus na ti nag aoz. Klask a ra goudor ... ha kavout a ra mignoned !

Skeudennoù bev azasaet ouzh ar re vihanañ war bep bajenn zoubl, adalek ar golo. Ur c'hoari bihan evit kemer plijadur gant ar gerioù e dibenn al levr.

Skeudennoù bev azasaet ouzh ar re vihanañ war bep bajenn zoubl, adalek ar golo. Ur c'hoari bihan evit kemer plijadur gant ar gerioù e dibenn al levr.

Abaoe m’he deus Lena ur breur bihan, an dud a ra war-dro ar babig ha tra ken. Trawalc’h bremañ ! Kemer a ra Lena hec’h aferioù, ur sac’h ha mont kuit neuze, sed aze !...