
Ne fell ket din mont d'ar skol !
Hiziv emañ devezh skol kentañ Logodennig ha Dinosaorig. Ne fell ket dezho mont, tamm ebet ! Pa grogo ar c'hentelioù avat e vo ur pezh mell souezhenn....
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Gant e zaou dad-kozh, emañ Sacha o vont da vevañ troioù-kaer souezhus evit e zeiz-ha-bloaz ! Piv eo ar Grozerien, an tudennoù bihan-se a vev e Kêr-benn al Loar ? Hag abalamour da betra e teu just a-walc'hwar wel ar gêr-se devezh e zeiz-ha-bloaz ? Ha penaos e chom en o sav an holl savadennoù paper-se ? Sikouret gant un aerouant kevrinus ha gouerous, emañ Sacha o vont da zzizoleiñ Kêr-benn al Loar e-lec'h en do mignoned nevez.
Evit al lennerien yaouank ha koshoc'h, da vezañ saouret e-unan pe gant ar familh !