Bugel e gloc'hig & Patoenn hag al liorzh
Titl orin :L'Enfant au grelot & Patate et le jardin potager
Dizale
Rummadoù :DVD e brezhoneg
-DVD evit ar vugale e brezhoneg
-Tresadennoù-bev krenn hag hir e brezhoneg
Ti-embann : Dizale
Bugel e gloc'hig : Ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c’hoadoù, gant paotr al lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc’h. En e dorn e oa ur gloc’hig. Desavet eo bet Charlie e ti an emzivaded, asambles gant c’hwec’h bugel all. Komz a ra alies d’e gloc’hig kaezh ha klask a ra kompren kevrin e c’hanedigezh. Nebeut a-raok Nedeleg, ez a paotr-al-lizhiri da gas al lizhiri bet skrivet gant ar vugale d’an Tad Nedeleg. Asambles gantañ emañ Charlie...
Patoenn : "Patoenn ha jardrin al legumaj" : Ankoueet eo bet pevar penn-legumaj en ur jardrin. Patoenn, an 'ni fri furch, a ya war glask ar jardrinier, met kollet e hent gantañ etretan. Adkavet e vo e vignoned gantañ ha dizoloet ur ti-gwer kurius 'walc'h, ur penn legumaj euzhus o chom ennañ... Met e pelec'h eo aet ar jardrinier d'en em goll ? Ha piv eo hennezh en wirionez ?
Mentoù : 13,5 x 19 cm
Adalek 4 bloaz
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !