Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999

Ebrel hag ar bed kemmete brezhoneg

Ti-embann : Dizale

1941. Disheñvel krenn eo ar bed diouzh an hini a vez deskrivet en hol levrioù Istor. Napoléon V eo a ren e Bro-C’hall. Eno, evel e pep lec’h dre ar bed abaoe dek vloaz ha tri-ugent, ez a ar skiantourien diwar-wel en un doare kevrinus hag e rank an dud ober hep an ijinadennoù pennañ. Ne ouiont ket...

  • 15,00 €
  • Er stok
  • Degasadenn da 0,01 € adalek 37 €
  • Dindan 3 devezh du-se
  • Distroioù ha kemmoù asantet
1

N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !

Besoin d'aide ?
contactez-nous par e-mail

Video
Diverradenn

1941. Disheñvel krenn eo ar bed diouzh an hini a vez deskrivet en hol levrioù Istor. Napoléon V eo a ren e Bro-C’hall. Eno, evel e pep lec’h dre ar bed abaoe dek vloaz ha tri-ugent, ez a ar skiantourien diwar-wel en un doare kevrinus hag e rank an dud ober hep an ijinadennoù pennañ. Ne ouiont ket diouzh ar skingomz, ar skinwel, an tredan, ar c’heflusker dre darzh na diouzh ar c’hirri-nij. Stanket eo ar bed, evel kousket e gouiziegezhioù an XIXvet kantved, gant teknologiezhioù dibaseet ha dindan ren ar glaou hag ar vapeur.

Er bed iskis-se eo ez a ur plac’h yaouank, Ebrel he anv, da glask war-lerc’h he zud, ur c’houblad skiantourien aet diwar-wel. Hag asambles ganti ez a Darwin, he c’hazh gouest da gomz, ha Julius, paotr ar straedoù. Ouzh dañjerioù ha kevrinoù ar bed kemmet-se e ranko talañ an triad. Gant piv e vez skrapet ar skiantourien abaoe dekvedoù ? Ha gant peseurt gwall bal ?

Munudoù
Titl orin:Avril et le monde truqué

Titouroù

Embannet e:Deuet er-maez d'an 01/09/2020
Oad izelañ:Adalek 6 vloaz

Spisverkoù

Pouez:85 g
Mentoù:13,5 x 19 cm
Daveenn:DVD27