Donemat deoc'h e lec'hienn Bannoù-heol !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegChekennoù-profKeleier
Postet d'an 2025-06-26 - Kazetennoù

Diaoulez Aelez !

Mortelle Adèle zo e-touez ar bannoù-treset a vez lennet ar muiañ gant ar re yaouank. Div rann gentañ an heuliad zo bet troet e brezhoneg ha deuet er-maez e miz Mae. Embannet int bet gant Bannoù-heol dindan an anv « Diaoulez Aelez ». An droidigezh zo bet graet gant skolajiadezed ha skolajidi eus skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper, gant sikour o c’helennerez Marine Gloaguen.
Diaoulez Aelez !

Penaos eo bet ganet ar raktres ?

Marine : Diwar goulenn Arno Elegoed, e karg eus an ti-embann Bannoù-heol, da vare Kan ar Bobl 2024, ma oamp bet o kanañ gant ur strollad skolajidi. Lavaret en doa din e oa bet paket ar gwirioù treiñ evit Mortelle Adèle, ha goulennet en doa diganin hag-eñ e vefen dedennet da dreiñ an div rann gentañ gant ma skolajidi. Souezhet ha plijet-kenañ e oan bet war un dro. Pa’m boa kinniget ar raktres d’ar re yaouank e oant bet entanet-tre diouzhtu. Lod o doa huchet ha lammet diwar o c’hador zoken ! Ha setu, loc’het e oamp, hag e-pad an trimiziad diwezhañ e oa bet labouret hardizh gant ar re c’hwec’hvet evit ar rann gentañ, ha gant ar re bevare evit an eil.

Ar wech kentañ e oa da Vannoù-heol kenlabourat gant bugale ?

Arno : Ne oa ket, tro hor boa bet da genlabourat gant Skolaj Diwan ar Releg pellik zo bremañ pa oa bet troet Titeuf e brezhoneg : lakaet e oa bet « Burzhud ar vuhez » gant skolajidi Gwenole Bihannig. Levrioù Arzhig Du zo bet lakaet e brezhoneg gant meur a skol ivez.

Perak e plij Diaoulez Aelez d’ar re yaouank, d’ho soñj ?

Marine : Ur plac’hig digourdi eo Aelez, ha krediñ a ra atav lâret he soñj d’ar re all. Divergont-tre eo, met ezteurel a ra he dichekerezh gant gerioù fin, poellek, ha ne vez morse gros. Kunujennoù a skriv diwar-benn bugale all, met degouezhout a ra mat gant he oad. Ur bern bugale a blijfe dezho krediñ kement dispakañ ar pezh a zo war o spered ! Setu da’m soñj, ar pezh a blij kalz d’ar re yaouank. Ha pa soñjan, pa oan a oad ganti em bije bet c’hoant da gaout kement ha fiziañs ennon ma-unan.

Petra en deus plijet d’ar skolajidi ?

Marine : Da gentañ tout, lenn pe adlenn istorioù Aelez hag eskemm o mennozhioù. Deskiñ diwar-benn buhez ar skrivagner, Mr. Tan, ha kompren gwelloc’h personelezh an tudennoù ha dreist-holl hini Aelez a zo bet frouezhus ivez. Sellet hon eus ouzh bannoù-treset all (Tintin, Titeuf, Boulig ha Bilig,…), bet troet e brezhoneg ivez, evit kavout skoazell hag awen. Ar skolajidi o doa labouret dre skipailhoù bihan evit treiñ an istorioù berr, a-raok kinnig o zestenn d’ar c’hlasad evit ma vefe kadarnaet pe gwellaet asambles. Birvilh a oa bet a-benn neuze. Ha da echuiñ, klask anvioù brezhonek d’an tudennoù, diouzh o ferzh hag o fersonelezh. Siwazh, n’int ket bet dalc’het, abalamour ma oant re bell deus o stumm gallek…

Skoilhoù a oa bet war hent an droerien yaouank ?

Marine : Diaes e oa bet dezho treiñ estlammadennoù pe troioù-lavar zo. Ha diaesoc’h c’hoazh, penaos treiñ c’hoarioù gerioù diwar ar galleg en ur zerc’hel ar spered hag ar fent ? Sed aze ar brasañ torr-penn a zo bet !

Petra o deus soñjet eus o labour p’o deus gwelet al levrioù ?

Marine : Lorc’h bras zo enno ! Ha gant gwir abeg, me ‘gav. Gwelout a reont talvoudegezh ha disoc’h o labour. Un implij pleustrek-kenañ eus ar yezh, desket ganto er skolaj hag a zo evit al lodenn vrasañ anezho yezh ar skol hepken. Emskiant int deus ar fed o deus kaset ur raktres dibar da benn vat, ha fromus-tre e oa gwelout anezho pa oa bet profet dezho pep a skouerenn gant Arno Elegoed, enni anvioù an droerien yaouank.

Ha kendelc’her a reot da embann an dastumad e brezhoneg ?

Marine hag Arno : Emichañs, ya !

Ya!

Produioù liammet gant ar post-mañ

Tonket da wall fin
Diaoulez Aelez
11,50 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2025 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io