E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2018-12-01 - Kazetennoù

Kan ar Bed, ur raktres dreistordinal

Kan ar Bed, levr ha pladenn nevez Bannoù-heol, ti-embann Arnaud Elégoët, a zo ur raktres dreistordinal, o kontañ dre ar sonerezh beaj ur bugel dre ar bed. Ouzhpenn kant den o deus kemeret perzh ennañ.
Kan ar Bed, ur raktres dreistordinal

Serret eo an noz sioul war Vreizh. Emañ Liza o vont da gousket, he moumoun en he divrec’h. Ha pell emañ da soñjal neuze emañ hi o vont d’ober tro ar bed... Dre he huñvre ez aio da bourmen betek bro Rusia, Euskadi, SuAfrika pe c’hoazh Kabilia. War he hent e klevo sonerezh a-bep seurt, kanet e brezhoneg hag e yezhoù pep bro... Setu an istor kontet gant Kan ar bed levr nevez Bannoù-heol. Ur bladenn a ya da heul al levr, a c’heller klevet warni an holl donioù-se, o veskañ brezhoneg hag alamaneg, korseg pe euskareg. Ur brav a brof evit ar bugaligoù met ivez an dud deuet ! Padal ne oa ket Arnaud Elegoët, e penn an ti-embann, o soñjal e vefe bet ret dezhañ ober eñ ivez un tamm mat a hent evit dont a-benn da gas da benn ar raktres.

“Meur a wech omp bet digalonekaet”, a zispleg eñ, en ur gontañ an holl skoilhoù a save dirazañ. Ganet eo ar menoz pevar bloaz 'zo. Boaz eo Arnaud Elegoët da embann levrioù evit ar re yaouank, troidigezhioù hepken betek bremañ : Arzhig Du, Titeuf, Boulig & Billig... Met gant e vignon Joris Inadias o deus bet c’hoant ar wech-mañ da sevel ur bladenn. “Alies a-walc’h e vez kemeret ar vugale evit tud ne vefent ket gouest da selaou sonerezh a bep seurt. Komzoù un tammig null, kempennoù justik a glever. Ne blij ket din an doare-se da welet an traoù. Pa vezer bihan e ranker selaou a-bep seurt traoù evit bezañ digor war ar bed.”

Tamm-ha-tamm e teu ar raktres da vezañ brasoc’h-brasañ. Daouzek ton eus ar bed a-bezh a zo bet dibabet ganto, tonioù hengounel pe get : Sandmänchenn, Tumbalalaika, Hegoak, Avava Inouva, Rumba de Barcelona… Goulenn a reont gant daouzek skrivagner treiñ ar c’hanaouennoù pe adsevel pozioù e brezhoneg warno. Hag evit enrollañ ez eont da gavout laz-seniñ… Sofia, e Bulgaria ! “Da gentañ hor boa goulennet gant laz-seniñ Breizh. Atav emaomp o c‘hortoz ar respont...”, a gont Arnaud Elegoët. Rak n’eo ket bet aes sevel Kan ar bed. Tost da 140 den a zo bet o labourat warnañ : laz-seniñ sinfoniek Sofia, laz-kanañ Plougastell, arzourien evel Véronique Autret pe Dan ar Braz, skolajidi Diwan... Ha gwan eo bet ar sikourioù.

“Kinniget hor boa ar raktres da Di Embann ar Skolioù. Met ar c’huzul embann ne oa ket plijet peogwir e oa anv eus frankiz en un nebeud tonioù… Kavet hon eus gwelloc’h ober al labour hon-unan.” Skuizh eo Arnaud Elegoët, kelenner war ar muzik en ur skolaj e Kemper hag embanner a-youl vat, met laouen-bras ivez gant an disoc’h. “Treiñ a zo mat, met krouiñ a zo pinvidikoc’h, setu pezh a ziskouez startijenn ur yezh.” E gwerzh er stalioù-levrioù emañ bremañ Kan ar bed, ha war al lec’hienn kanarbed.bzh.

Le nouveau projet des éditions Bannoù-heol, mené par Arnaud Elegoët, est un livre-CD ambitieux. Kan ar bed, paru le 20 novembre, raconte le voyage musical autour du monde de Liza. Plus de 140 personnes, de Dan ar Braz à l’orchestre symphonique bulgare de Sofia, y ont participé.

Bretons

Produioù liammet gant ar post-mañ

Kan ar Bed - Levr-CD
Kan ar Bed
21,90 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io