E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2006-06-02 - Kazetennoù

DVD-où brezhonek nevez embannet gant Dizale - Brezhoneg e genou Guillaume Sezneg

Emañ An Afer Sezneg ha 64, Straed az Zoo, daou zDVD e brezhoneg, o paouez dont er-maez, advouezhiet hag embannet gant Dizale, ur gevredigezh staliet er Reuz, e-kichen Roazhon, hag a zo he fal broudañ ar c'hleweled e brezhoneg dre advouezhiañ rummadoù-tele, filmoù pe tresadennoù-bev. Ganto e oa bet lakaet Perry Mason da gomz brezhoneg dija.
DVD-où brezhonek nevez embannet gant Dizale - Brezhoneg e genou Guillaume Sezneg
Perzh o deus kemeret : Samuel Julien, Denez an Hir

Ar fiksion kentañ embannet er stumm DVD, e brezhoneg ha lakaet war werzh eo An Afer Sezneg. Teir eurvezh abadenn, rannet e div lodenn, a vez kinniget gant Dizale, evit kompren unan eus ar c'hrisañ aferioù justis a zo bet er vro. "Deuet eo an afer-se diouzh ar c'hiz en-dro dre ma vo adwelet ar prosez er bloaz-mañ. Setu e oa un digarez brav evidomp da lakaat ar film-se da zont er-maez e brezhoneg." a zispleg Samuel Julien, rener Dizale. "C'hoant hon eus bet da ginnig ur film modern a c'heller prenañ er stalioù." Gant un daou-ugent aktour bennak eo bet advouezhiet komzoù an tudennoù, troet gant Corinne ar Mero. En o mesk, mouezhioù brudet evel re Goulwena an Henaff, manu Méhu, Dom Duff, pe Yann-Herle Gourves... Pouezañ a ra izili Dizale war ar fed e vez kaset da benn labour micherel da vat gante, gant dafar ken micherel all (studioioù, lochoù-komz). "Brezhoneg a bep seurt liv a vo klevet ivez pa laoskomp pep komedian da gomz en e yezh. Pouezus eo evit diskouez eo bev anezhi." eme Samuel Julien.

Kinnig d'an holl oadoù ha liveoù

Goude an DVD Pablo, kenbroduet gant Keit Vimp Bev, ha Logodennig, asambles gant TES, setu unan nevez evit ar vugale : 64, Straed ar Zoo. "Ar rummad tresadennoù-bev-se hon eus dibabet peogwir e oa bet embannet dindan stumm un DVD-rom, e galleg / saozneg dija. Ni hon eus troet pep tra e brezhoneg hag ouzhpennet abadennoù." a lâr rener Dizale. Ouzhpenn sellet ouzh tresadennoù-bev a vo tu d'ober pa'z eo un DVD-rom, an hini kentañ eus ar seurt-se. War al lenner DVD e c'hello ar vugale c'hoari "Gwir pe gaou", karaoke, hag all. Ha plijadur ouzhpenn en ur lakaat ar bladenn e lenner an urzhiataer PC : c'hoarioù miltamm, livaj, ar seizh diforc'h... Daouzek epizod a zo, da lâret eo div eurvezh plijadur evit an holl vugale adalek pevar bloaz. Hag un abadenn guzh na c'heller gwelet anezhi nemet pa zeuer a-benn da respont difazi d'ar c'hoari "Gwir pe gaou" ! Plijadur ha liesvedia e-leizh evit hor c'hrouadurioù, neuze.

Soursial a ra Dizale a-benn kinnig peadra d'an holl rummadoù oad ha d'an holl liveoù. "An deskarded a c'hello dibab istitloù brezhonek war An Afer Sezneg ha brezhonek pe c'hallek war 64, Straed ar Zoo." a zispleg Samuel Julien. "Er mare-mañ e prederiomp war advouezhiañ ar rummad Les mystérieuses cités d'or hag en doa graet berzh un nebeud bloavezhioù zo. Hogen plediñ gant danvez a rankomp ober evit ar grennarded atav." Kerkent ha bremañ ez eus tu da brenañ an DVD-où e stalioù zo ha dre lizher dreist-holl pa war ar Genrouedad, war lec'hienn Bannoù-heol.

Ya!

Produioù liammet gant ar post-mañ

An afer Sezneg
Dizale
15,00 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io