Bugale keloù mat !
Saloñs bras al levrioù a vo dalc'het e Karaez eus an 28 d'an 30 a viz Here. Keloù mat evit hor yezh : gwelet e vo levrioù nevez e-leizh evit ar re yaouank.
16 levr nevez-flamm ! Morse ne oa bet embannet kement a levrioù evit ar re yaouank hag ar grennarded, da vare saloñs Karaez. Hag a bep seurt, mar plij ! Laouen e vo ar gerent, hag ar c'hrouadurioù, tizoleiñ troioù-kaer an arzh mil vrudet "Arzhig Du", bet embannet en hor yezh evit ar wech kentañ. Pemp levrenn, 2 € pep hini.
"Aet omp e darempred gant Bayard evit goulenn ar gwir da dreiñ Arzhig Du e brezhoneg. Lavaret o deus ya diouzhtu" eme Arno Elegoed, eus ar gevredigezh Bannoù-heol. Boazet eo bremañ da labourat en doare-se gant an tier-embann meur e Pariz.
"Anavezet mat omp. Hag aesoc'h eo al labour".
Aes a-walc'h eo bet, neuze, embann "Thorgal" e brezhoneg. Div levrenn a zo deuet er-maez ar miz-mañ. Kenkoulz hag albom nevez "Boulig & Billig" : gant sikour ha bolontez Dargaud eo bet embannet e galleg hag e brezhoneg er memes poent.
"Muioc'h a draoù a vez kinniget d'ar re yaouank hiziv. Met ugent vloaz zo e oa gwerzhet muioc'h koulskoude. Ar gerent a oa stourmerien. Bremañ int kerent evel ar re all. Ne brenont ket mui kement a levrioù."
Ezhommoù bras
Ken fonnus eo an eostad gant Keit Vimp Bev. Eizh romant nevez evit ar grennarded a zo bet embannet ar miz-mañ. Ezhomm bras a oa, ken paour m'eo an dachenn-se.
"Poent eo kinnig traoù disheñvel d'ar grennarded" eme Yann-Fañch Jacq, eus Keit Vimp Bev, ha skrivagner ivez.
"Ezhomm o deus traoù skrivet gant tud e darempred gant ar grennarded". Hag eo bet graet. Romantoù polis, racket, boeson, faltazi a vez bremañ kinniget dezho gant skrivagnerien a bep seurt : tud bet desket hor yezh war barlenn o mamm, pe tud bet desket ha studiet brezhoneg da c'houde. Bravoc'h c'hoazh : anvioù nevez a vez kavet e-touez ar romantourien-se : Yann-Fulup Dupuy, Stefan Carpentier, Jakez-Erwan Mouton. Ar wech kentañ eo dezho skrivañ ul levr. Ken gwir eo evit Marianna Donnart ha Moran Dipode, eus al lise Diwan. Kenskrivet o deus "Brezel an Erevent". Gourc'hemennoù ! Rak e vez kontet brav buhez an Elfed, gant lusk ha brezhoneg yac'h.
"Brav eo treiñ traoù e brezhoneg, met ret eo sikour ar c'hrouiñ ivez. A bouez eo", eme atav Yann-Fañch Jacq. Gouzout a ra eo diaes-tre skrivañ evit ar vugale hag ar re yaouank. Met amzer da zont hor yezh eo.
Lionel Buannic
E galleg, en français
Une bonne nouvelle pour la langue bretonne : alors que se profile le festival du livre en Bretagne (1), ce mois d'octobre voit la parution de 16 livres, BD ou romans destinés aux enfants et aux adolescents. L'offre "jeune public" n'a jamais été aussi importante en langue bretonne ! Mieux encore : de nouveaux écrivains font leur apparition dans ce domaine. Un travail indispensable pour assurer la promotion de la langue auprès des jeunes... et son avenir !
(1) Les 29 et 30 octobre, à Carhaix