Postet d'an 2005-10-01 - Kazetennoù
Bannoù-heol, daou rummad nevez bannoù-treset
Muioc'h a choaz a zo bremañ evit ar vugale hag ar grennarded. War-raok ez a an traoù tamm-ha-tamm.
Thorgal hag Arzhig Du a vo tu da lenn e brezhoneg a-benn fin ar miz. Gant Bannoù-heol e vint embannet. An embanner kernevat en doa a-raok an hañv kinniget levrenn gentañ Titeuf e brezhoneg.
Div levrenn eus Thorgal, ar rummad gouron-faltazi brudet-tre, a zo bet troet gant Tudual Audic. An tri den kozh a Vro-Aran hag Araknea, savet gant Van Hamme (senario) ha Rosinski (tresañ). D'ar re vihan e vi kinniget pemp levrenn eus Arzhig Du, krouet gant Danièle Bour. Arzhig Du a zo grignous, hag e vignon, o c'hoari er mor, o c'hoari gant an erc'h hag o seniñ muzik.
Tu a vo da gavout an holl levrioù-se war stand Bannoù-heol e-kerzh Gouel Levrioù Karaez.
Thorgal (9,80 € an tamm), Arzhig Du (2 €). Embannet gant Bannoù-heol, www.b-heol.com
Bremañ