Postet d'an 2002-04-01 - Kazetennoù
Boulig & Billig : Ar pevar amzer
Ur Boulig & Billig all. Netra nevez, a lârit-c'hwi. Nemet eo skrivet hemañ e brezhoneg a-drugarez da skipailh Bannoù-heol.
46 pajennad a istorioù ar paotr bihan hag e gi blevek ha skouarnek. Peadra da reiñ c'hoant d'al lennerien vihan da zizoleiñ ar c'houlzoù-bloaz, evel ma ra an harozed. Ouzhpenn treiñ o deus graet Arno Elegoed hag e vignoned. Lakaat liv ar Vro war ar skridoù. Douetus eo en dije skrivet Roba, treser al levr : "Gant Izabel ni yelo pell" pe "strakal brulu war ar menezioù Are"...
Ul levr dedennus evit ar vignoniezh hag ar spered fent a zo e-barzh. An hini a blij dezhañ doare tresañ Roba hag e ijin evit sevel troioù-kaer an harozed-mañ a gavo marteze abeg en nebeud pajennoù skañv, dezho un dresadenn nemetken.
Pell goude embann levrioù Yakari e oa poent kaout traoù nevez e brezhoneg, liv ar yaouankiz warno.
L.D
Le Peuple Breton