Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999

Du ha gwenn ha plas da lenn...

Le Peuple Breton

Kendelc’her a ra Bannoù-heol da ginnig deomp levrioù bet troet diwar re an dastumad embannet gant Nathan.

Du ha gwenn ha plas da lenn...

Levrioù dreist int evit ar vugale vihan-kaer (1-3 bloaz). Anat ez int da vezañ implijet gant sikour un den deuet, er penn-kentañ da nebeutañ. Tev ha solut eo ar pajennoù. Bep eil pajenn e c’heller lakaat da fiñval un darn eus ar skeudenn evit cheñch anezhi. Danvez c’hoari eta. C’hoari ha deskadurezh war memes tro rak, evel ma lenner war golo pep levr : “Fri-furch a-vihan, fri-furch da viken !” Un doare da gregiñ da stummañ an imbourc’herien da zont, neketa…

Herve Latimier