Donemat deoc'h en hol lec'hienn ! Bienvenue sur bannouheol.com !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisChèques cadeauxActualités
Posté le 2025-06-15 - Presse écrite

Ar Skouarn Dorr adembannet e brezhoneg

Avanturioù milvrudet ar c’hazetenner Tintin a vez adembannet gant Bannoù-heol. Goude “Al Lotuz Glas”, “Tintin en Amerika” ha “Krank e veudoù aour”, setu bremañ “Ar Skouarn Dorr”. El levr-se, embannet evit ar wech gentañ e 1937, e vo kaset Tintin ha Milou betek Amerika ar Su war-lerc’h un delwennig bet laeret.
Ar Skouarn Dorr adembannet e brezhoneg
Personnes en lien avec l'article : Hergé, Martial Ménard

Er bloavezhioù 1990 e oa bet troet Tintin e brezhoneg evit ar wech gentañ, gant Martial Menard ha ti-embann An Here. Met ne oa ket mui tu da brenañ al levrioù-se, dre ma oant diviet. Setu neuze adlañset an traoù gant Bannoù-heol, evit plijadur an holl lennerien vrezhonek.

Abaoe 1999 e vez troet bandennoù-treset e brezhoneg gant an ti-embann-se, staliet e Kemper ha renet gant Arnaud Elégoët. Boulig ha Billig, Titeuf, T’choupi pe Arzhig Du a zo bet troet da skouer, met ivez oberennoù nebeutoc’h brudet, deuet deus Breizh-Veur. Ar pal : kinnig levrioù e brezhoneg d’ar re yaouank. Ur sapre labour, rak n’eo ket anat atav treiñ trouzadelloù pe ober e seurt e vefe trawalc’h a blas er c’hlogorennoù... Met berzh a ra al levrioù-se, hag alies e rankont bezañ moullet en-dro.

Ouest-France

Produits en lien avec ce post

L'Oreille cassée
Tintin
11,95 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2025 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io