Arno Elegoed : "Etre sonerezh hag embann, etre kelenn ha seniñ"
Arno, penaos oc’h en em lakaet da embanner ?
Pa oan bihan em boa dizoloet albomoù Tintin e brezhoneg. Ne gomzen ket brezhoneg d’ar mare-se c’hoazh met kavet em boa se modern-kenañ rak ar brezhoneg a oa un tammig “mod kozh” evidon. Diwezhatoc’h em eus bet an digarez d’ober ur staj e ti-embann “An Here” a ginnige levrioù en hor yezh evit ar re yaouank. Se en deus roet c’hoant din da glask ober ar memes tra.
Perak dibab an anv Bannoù-heol ?
Evit ober ul liamm etre ar bannoù-treset hag an amzer vrav a reno war ar brezhoneg un deiz bennak.
Penaos ho peus dibabet an danvez, Arzhig Du, Thorgal pe c’hoazh Titeuf ?
Choazet hor boa dastumadoù a oa poblek-kenañ er yezhoù all, setu perak e oamp krog da ginnig Boulig & Billig da gentañ. Ouzhpenn se e oa aes a-walc’h kenlabourat gant an ti-embann orin (Dargaud) rak darempredoù a-feson a zo etrezomp adalek ar pellgomzadennoù kentañ.
Petra eo bet ar plijusañ en afer-se ?
Krouiñ pep tra ! Ar gevredigezh hervez lezenn 1901, maketenn an albomoù kentañ, an darempredoù gant an tiez-embann bras… Kalz a draoù am eus desket a-drugarez da se ! Plijus-kenañ e oa bet ivez mont da Saloñs levrioù Karaez ar wezh kentañ gant un albom nemetken da werzhañ e 2001. En deiz a hiziv ez eus bet embannet 51 levr. Meur a raktres disheñvel a vez atav gant klasoù kentañ derez, skolajoù hag ul lise memes, un digarez da gejañ gant tud o deus c’hoant da vont war-raok a ro startijenn din ivez evit kenderc’hel.
Ha c’hoant ho pije embann krouidigezhioù ? Petra a vefe diaes d’ober ?
Kavout a ran gwelloc’h kinnig levrioù mil-anavezet er yezhoù all dija rak strizh-kenañ eo ar marc’had ha n’en em santan ket barrek war an dachenn-se. Ouzhpenn se, al labour krouiñ a vez kinniget gant tiez-embann all dija. Dav eo leuskel ul lodenn da bep hini, neketa !
E-barzh ar Groove Boys oc’h bet ivez. Penaos eo kroget ?
Sonet hor boa ar wezh kentañ evit deiz-ha-bloaz ur mignon deomp. C’hoant hor boa bet ober ur souezhadenn dezhañ. An dud a oa er gouel a oa bet plijet gant hon doare da seniñ tonioù brudet ar bloavezhioù 80 (« Capitaine Flam » ha « Partenaire Particulier ») gant binvioù hengounel ar Vro mesket gant ur groove box. C’hoant hon eus bet kenderc’hel neuze. Abaoe 2002 e kendalc’homp da seniñ gant kalz a blijadur er Vro pe e lec’h all memes. Tro hon eus bet da seniñ e meur a vro disheñvel (Bro-Saoz, Guyan…) Tamm-ha-tamm ez eus bet un nebeud sonerien o kuitaat ac’hanomp peogwir ez aent da vevañ e lec’h all met reoù all a zo deuet ouzhpenn ivez. En deiz a hiziv omp 15 er strollad pa oamp 6 er penn kentañ.
Ha kelenner oc’h war ar sonerezh, ouzhpenn. Petra a blij deoc’h er vicher-se ?
Ma micher kentañ eo ! Embann levrioù ha seniñ en ur strollad a zeu ouzhpenn, kentoc’h. Plijus-kenañ eo ar vicher on krog d’ober 19 bloavezh zo dija. Bemdez, pa son an dihuner e vezan kontant da vont d’ar skol. Kalz a chañs am eus. Estonet eo ar skolajidi hag al liseidi pa lavaran se dezho met gwir eo koulskoude. Gellout eskemm gant ar re yaouank a zo pindivik. Lakaat anezho da zizoleiñ sonerezhioù ha ne anavezont ket a blij din kalz. Alies a-walc’h int techet da soñjal ne blijo ket dezho ar pezh a vez selaouet. Tamm-ha-tamm, pa gomprenont palioù ar sonaozourien e cheñchont o ali koulskoude ! Gounezet eo !
Ul liamm a zo d’ober en holl draoù-se ?
Ar yaouankiz.
Peseurt sell ho peus war ar sonerezh a blij d’ar re yaouank, hiziv ?
Internet en deus cheñchet o doare da selaou sonerezh. Un nebeud bloavezhioù zo, e oa mistri evel « NRJ » ha « Skyrock » nemetken, pe dost. N’eo ket ken gwir ken rak ar braz eus ar re yaouank a zo kurius. C’hoant o deus da zizoleiñ sonerezhioù nevez o-unan hep bezañ « sikouret » gant ar radioioù prevez. Kalz pinvidikoc’h eo deuet o sevenadur da vezañ ha personeloc’h ivez, a gav din.
Pehini eo al levr ho pije bet c’hoant da lenn e brezhoneg pa oac’h bihan, ha perak ?
Levr Anjela Duval « Kan an douar » am eus dizoloet diwezhat a-walc’h, dre hanterouriezh tonioù a oa bet savet gant Véronique Autret, kanerez ar strollad « Gwalarn » diwar komzoù Anjela Duval (Karantez Vro, Fest-noz e ti Anjela…). Brav-kenañ e kaven an tonioù-se. C’hoant am eus bet da c’houzout hiroc’h diwar-benn barzhez Bro-Dreger. M’am bije anavezet al levr-mañ pa oan kalz yaouankoc ‘h em bije klasket mont da gejañ gant Anjela.
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Tremen amzer el liorzh ha sellout ouzh an natur.
Peseurt levr a yafe ganeoc'h war un enezenn didud ?
Dizoloet em boa « La gloire de mon père » gant Marcel Pagnol pa oan e c’hwec’hvet klas evel kalz a skolajidi d’ar mare-se. Holl e levrioù am eus lennet war-lerc’h ha gwelet em eus e holl filmoù ivez. Adlenn anezho a blij din atav avat. Levrioù Marcel Pagnol a gasfen ganin neuze, moarvat.
Ha gant piv ho pije c'hoant da vezañ bac'het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant Manu Chao, da skouer. Tost da 10 gwezh on bet o welout anezhañ amañ hag ahont. Plijet-kenañ on gant e sonerezh ha plijet e vefen o komz gantañ (diwar-benn e eñvorennoù pa sone e strolladoù all evel ar Mano Negra, da skouer, e raktresoù…). Kalz a startijenn a oar plantañ war al leurennoù. Se a blij kalz din. E sonadegoù a zo gouest da badout tost da 2 eurvezh hanter…
Peseurt meuz a rit p'en em lakait da geginañ ?
N’on ket gwall varrek war an dachenn-se… Ar gwastilli-amann a ouzon ober ha meur a zibenn-pred all, n’eo ket fall dija, neketa ?
Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc'h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c'houlennfec'h diganti ?
Goulenn a rafen diganti mont da zisplegañ da Jean-Luc Mélenchon ha d’e vignoned n’o deus komprenet netra diwar-benn kudennoù hor sevenadur hag hor yezhoù. Kalon vat d’ar voudig !
En ur ribourzherez emaoc'h. Kinniget e vez deoc'h dibab ho kantved ha ho lec'h bevañ. Petra a zibabit ?
En amzer a-vremañ en em gavan em bleud. Ma vefe kinniget din ec’h asantfen marteze distreiñ d’ar bloavezhioù 60 rak skañv e seblant ar bloavezhioù-se din. Ouzhpenn-se, sonerezh Françoise Hardy, Johnny Hallyday, h.a… a blij din a-walc’h.
Peseurt micher ho pije bet c’hoant d'ober ha n’ho peus ket graet ?
Pa oan yaouankoc’h em eus soñjet dont da veza ñ gwenaner. Eüruzamant n’am boa ket choazet ar vicher-mañ rak diaes-tre e vefe bet. Bep bloaz e vez kollet ur bern ruskennadoù abalamour d’ar saotradurioù a bep seurt…
Petra eo ar c'hrennlavar a blij deoc'h ar muiañ tout ?
Ur bern a blij din,ar re-mañ da skouer : « Gwelloc’h deskiñ mabig bihan eget dastum madoù dezhañ » pe « Pa ri ti to ».
C'hoant ho pije da gas ul lizher klemm d'un den resis. Da biv e kasfec'h anezhañ ha perak 'ta ?
Ur bern lizheroù klemm a vefe da skrivañ moarvat. Da François Hollande, da skouer, en doa prometet peurwiriekaat karta ar yezhoù (promesa niv. 56). Ankounac’haet eo bet buan-kenañ evel ma vez graet alies gant ar bolitikourien pa vezont dilennet siwazh…
Hag ul lizher gourc'hemennoù ?
Da grouerien « Gouel an Erer Kozh » o deus kredet en o raktres, da skouer. Piv en dije soñjet e vefe deuet da vezañ unan eus ar festivalioù brasañ Europa e Breizh 20 vloaz zo ? Brav-kenañ ha fromus e kavan o istor.
Piv eo an den en deus roet deoc'h ar c'hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez?
Ma mamm-gozh eo. Sur eo ha n’eo ket marteze. Tro am eus bet da gaozeal kalz ganti ha da zeskiñ ur bern traoù a-drugarez dezhi. Alies-kenañ e soñjan d’ar c’hentelioù buhez, er c’huzulioù furnez hag onestiz he deus roet din pa oan yaouank. A-bouez kenañ eo bet evidon.
Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?
Diaes eo din respont d’ar goulenn-mañ rak n’on ket entanet tamm ebet gant ar c’hoarioù arc’hant. Lakaomp e rofen ar braz eus an arc’hant gounezet da veur a gevredigezh evel « Restos du Cœur », da skouer.
Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?
A-benn nebeut e vo roet ur statud gwirion d’hor yezh ?