Plijadur Zoo
Samuel Julien : "Muioc'h-mui e vez komprenet gant ar gerent eo a-bouez klevout brezhoneg er gêr. Lod anezho n'int ket gouest da lenn pe da gontañ istorioù e brezhoneg d'o bugale. Un DVD eo un digarez, neuze, da selaou brezhoneg, ha brezhoneg mat !"
Deuet eo er-maez "64, Straed ar Zoo". An DVD Rom kentañ bet embannet e brezhoneg.
"Ac'hanta ! Lizig eo ma anv. Er 64 straed ar zoo emaon o chom. hag amezeien ispisial am eus, sellit !" Hag ez int : Un olifant, ur jirafenn, ur struskañval, un dourvarc'h, daou varmouz farsus... Pa vez goulennet gant Lizig mont da gousket, e tichap hi dre ar prenestr da vont da gaout he mignoned en tu all d'ar voger. Ha da selaou o zroioù-kaer.
Ouzhpenn div eurvezh a dresadennoù bev a vez kinniget deomp gant "64, straed ar zoo". hag ouzhpenn un DVD a vez kinniget d'a vugale : un DVD Rom, an hini kentañ bet embannet en hor yezh. "Deuet eo ar soñj da embann un DVD Rom e brezhoneg en ur gaozeal gant TES (Ti-embann ar Skolioù brezhonek). Embannet e veze DVDoù betek-henn. Met soñjal a rae deomp e oa mat lakaat un dra bennak ouzhpenn evit c'hoari e brezhoneg" eme Samuel Julien e anv ar gevredigezh Dizale. Ha graet eo bet. Ur c'hoari livaj, c'hoari ar 7 diforc'h, miltamm gant tudennoù "Straed ar Zoo" a vo moaien d'ober en hor yezh war un urzhiataer PC. Karaoke a c'hello ober ar vugale war ton "Straed ar zoo" (gant mouezhig dous ha brav Nolwenn Korbell). Ur c'hoari gwir pe gaou a vez kinniget dezho ivez. Ma teu brav ganto e teuint a-benn da ziskoachañ tresadennoù-bev kuzh "Straed ar zoo" ! Ur benveg diouzh ar c'hiz evit ar vugale. Peadra da gaout plijadur evel ma vez abaoe pell gant forzh peseurt DVD-Rom e galleg.
Gourc'hemmenet e Pariz
"Aet e oamp e darempred gant ar stal Millimages da broduiñ an DVD-Rom-se. Mil vrudet eo ar stal-se e Pariz ha perc'henn eo war gwirioù "Straed ar Zoo". Kenlabouret e oa bet gant ar stal-se dija, da broduiñ an DVD "Pablo al louarnig" e brezhoneg. Sabatuet e oant bet gant al labour bet graet ganeomp war ar mouezhioù hag an infografiezh. Labour a vicher, kenkoulz hag e Pariz. Gourc'hemennet e oamp bet ha ken plijet e oant m'o doa savet un emvod kelaouiñ e Pariz. Un dalvoudegezh e oa evito : dedennus eo atav diskouez e vez produet e meur a yezh, hag "ekzotik" a-walc'h eo atav ar brezhoneg e Pariz".
Lorc'h ha fiziañ etre an dud...
Kalz aesoc'h e oa a-benn neuze, mont pelloc'h ha produiñ un DVD Rom en hor yezh. "Ur blijadur e oa rak diaes-kenañ eo gant an tier produiñ all... Ne gollont ket amzer o respont ouzh an telefon evit produiñ 500 skouerenn DVD Rom e brezhoneg".
Brezhoneg er gêr
Goulenn a zo koulskoude. Pe, emañ ar goulenn-se o tont tamm-ha-tamm, kentoc'h. Gwerzhet mat eo bet "Pablo al louarnig ruz", an DVD kentañ bet embannet e brezhoneg. Met hir mat eo bet... Tri bloavezh a zo bet ezhomm da werzhañ 300 skouerenn. "Muioc'h-mui e vez komprenet gant ar gerent eo a-bouez klevout brezhoneg er gêr. Lod anezho n'int ket gouest da lenn pe da gontañ istorioù e brezhoneg d'o bugale. Un DVD eo un digarez, neuze, da selaou brezhoneg, ha brezhoneg mat ! Diskouezet e vez tamm-ha-tamm d'ar vugale ivez, e c'hell bezañ plijus sellet ouzh tresadennoù-bev e brezhoneg. A-hed ar bloavezh skol e vez aozet abadennoù sinema evit ar skolioù gant ar gevredigezh Dizale. 40 abadenn bennak hon eus graet ar bloaz-mañ, hag unan e skol Diwan Pariz zoken. 5500 bugel o deus bet tro da sellet ouzh tresadennoù-bev e brezhoneg. Ha plijadur o deus bet. Ne daolont ket evezh ouzh ar yezh, e gwirionez. Ar pezh a gont eo kalite an tresadennoù-bev. Un doare naturel eo da lonkañ brezhoneg, neuze". Hag un doare da ziskouez d'o zud eo "naturel" ar yezh-se. "Ar gerent a-vremañ n'int ket mui emsaverien. Prest int da sikour ar vugale da selaou brezhoneg er-maez eus ar skol, gant ma vez roet binvioù video kenkoulz hag e galleg".
Deomp da-heul Lizig hag he amezeien drol, neuze. Ha da ganañ asambles ganto "Straed ar zoo, straed ar zoo, ur bern loened zo..."
Lionel Buannic