Posté le 2006-05-01 - Presse écrite
Titeuf e brezhoneg
Les jeunes - et moins jeunes - lecteurs bretonnants l'attendaient : Titeuf s'exprime enfin en breton grâce au travail des élèves de deux classes du collège Diwan du Relecq-Kerhuon.
Personnes en lien avec l'article : Collégiens de Diwan du Relecq-Kerhuon
Moarvat hoc'h eus klevet ar c'heloù pell zo dija - Ma, ne c'hell ket ur gelaouenn evel hon hini bezañ atav e koulz evit rentañ kont eus kement levr nevez a zeu er-maez. Labour mat, fentus ha c'hoarzhus war un dro, o deus graet skolidi klasadoù pevare skolaj Diwan ar Releg, me 'lâr deoc'h. N'eo ket bet aes, sur a-walc'h, kavout ar bommoù-lavar reizh e brezhoneg da blantañ e beg Titeuf a gomz ur galleg ken iskis, peurvuiañ. Plijadur o do al lenner o keñveriañ an daou embannadur, an hini gallek hag an hini brezhonek bremañ... Ha pinvidikaet e vo ar brezhoneg a-vremañ gant se ? Piv 'oar.
Titeuf, kenô bed kriz, Zep Bannoù-heol, 140 straed Pont-'-n-Abad, Kemper, 48 pajenn, 8,60 €
G.C
ArMen