Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2004-04-01 - Presse écrite

Boulig & Billig : Na pebezh cholori !

Piv n'anavez ket Boule, ar paotrig rous e vlev, Bill e gocker farsus, Pouf, kañfard e gasketenn ha Caroline, ar vaot ?
Boulig & Billig : Na pebezh cholori !
Personnes en lien avec l'article : Roba, Maurice Hamon, Patrice Elégoët, Arnaud Elégoët

Holl-vrudet eo bannoù-treset Roba : troet int bet e 15 yezh bennak... hag e brezhoneg ! Deuet eo an tudennoù da vezañ Boulig, Billig, Poufig ha Katell.

Gant Arnaud Elégoët ha strollad an ti-embann Bannoù-heol, krouet e 1999, eo bet kaset al labour da benn. Souezhet e oa bet ar c'helenner sonerezh yaouank eus kostez Landivizio, ar wezh kentañ, pa oa bet roet e asant dezhañ gant an ti-embann Dargaud : ne grede ket e vije bet ken aes.

War-lerc'h Sell 'ta ! Alo Billig ? hag Ar pevar amzer, setu bremañ Na pebezh cholori !, ar pevare albom lakaet e brezhoneg, diwar an 29 a gaver en dastumad krouet e 1959 gant Roba (aet war e leve ha kemeret e lerc'h gant Verron bremañ).

Hag ouzhpenn-se ez eus bet graet un taol kaer gant ar strollad, evel evit an albom diwezhañ : embann anezhañ e brezhoneg er memes mare hag an hini orin e galleg. Nag ur blijadur evit ar vrezhonegerien gwelet o yezh lakaet par d'ar re all !

Arabat deoc'h krediñ avat eo bet aes al labour treiñ ! Start o deus labouret Arnaud, e vreur Padrig ha Maurice Hamon e-pad an hañv ha goulennet o deus digant Ofis ar Brezhoneg peurreizhañ o labour. En istor er bajenn 37 ne gomprener ket gwall vat hag e Breizh pe e Bro-Skos emañ an tiegezh, pa weler ar c'harr-tan o chom war an tu dehou. Met estreget se int deuet a-benn da ginnig deomp ul levr plijus da lenn, skrivet sklaer, aes a-walc'h ha pinvidik koulskoude ar brezhoneg ennañ. Ra gendalc'hit da embann bannoù-treset ken farsus !

Brieg ar Menn

"Na pebezh cholori !" gant Verron. Bannoù-heol, 140, straed Pont-'n-Abad, 29 000 Kemper

Armor Magazine

Produits en lien avec ce post

Boule et Bill
8,62 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io