
Ne fell ket din mont d'ar skol !
Hiziv emañ devezh skol kentañ Logodennig ha Dinosaorig. Ne fell ket dezho mont, tamm ebet ! Pa grogo ar c'hentelioù avat e vo ur pezh mell souezhenn....
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Ur rekipe eus ar re wellañ en deus desket Gwendal e bro an dud a oar fiñval o begel. Ar re-se zo o chom etre ar bobl na zebr nemet ar c’hreun diwar ar bara ha meuriad an dud a zo blev dindan o zreid. N’ouzoc’h ket pelec’h emañ ? Un tamm pelloc’h eget bro an dud a c’hoari gant diñsoù ront, hag a-raok ar re a zebr ar plusk diwar ar vioù. Ac’hanta, digant ar bobl-se eo en deus desket ober soubenn ar vein, ur meuz saourus !