
Ne fell ket din mont d'ar skol !
Hiziv emañ devezh skol kentañ Logodennig ha Dinosaorig. Ne fell ket dezho mont, tamm ebet ! Pa grogo ar c'hentelioù avat e vo ur pezh mell souezhenn....
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Sachomp kreñv, sachomp krenn,
Da gaout irvin d’ober soubenn.
Ur wech e oa en ul liorzh e Rusia ur pezh pikol irvinenn a oa kreñvoc’h eget un den.
Honnezh a oa ur pezh hini biskoazh n’oa bet unan ’velti.
Kaer en doa tad-kozh sachañ ne deue ket an irvinenn gantañ.
« Penaos eta ’vo graet ar soubenn ma n’on ket vit tapout ma irvinenn. Met hep skoazell ne deuio ket ha skoazell am bo gant ma fried. »
Met skoazell mamm-gozh n’oa ket trawalc’h eno e oa an dalc’h !
Galvet o merc’h-vihan ouzhpenn : ne deue ket an irvinenn !
Ret e voe goulenn c’hoazh sikour digant ar c’hi, digant ar c’hazh.
Siwazh ne oa netra d’ober sachañ ganto a oa aner.
Ha panevet al logodenn ne vijent ket deuet a-benn.
Unvaniezh a ra nerzh pa sach an holl e vez graet berzh.