
N'on ket grignous !
E penn ar c’hoad ez eus ul logodenn vihan o chom. Brudet eo Logodennig evit bezañ grignousañ ha teodekañ logodenn ar vro. Un deiz en em gav gant ur broc’hig...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Iris ha Jada a zo gevellezed.
En em glevout a reont e pep keñver ha pep tra a zo boutin etrezo : daoulagad kazh heñvel, ur fri ront heñvel, plezhennoù hir heñvel, ur vedalennig heñvel…
An draig nemetañ a lak kemm etrezo eo liv o c’hroc’hen. Hini Iris a zo ken sklaer hag ar gwez-kasia, tra ma‘z eo hini Jada ken du hag ar c’hakao. En o c’hêriadenn e vez roet meuleudi d’an hini gentañ dizehan, tra ma vez graet goap ouzh eben.
Un deiz, aet skuizh gant ar pikadennoù-se, e tiviz Jada mont da gantreal er c’hoad. Spi he deus da gejañ eno ouzh « bugale an Noz » hag a denn-hi dezho, hervez a lavar alies-tre mamm-gozh...