E miz Mae 2011 e oa bet pedet Safar, ur strollad sonerezh taarab eus Zanzibar, e gouel bombarderien ar bed e Klegereg, abalamour ma vez sonet gant ar zumari, bombard Zanzibar, e-barzh ar strollad-mañ. War al leurenn e son Safar gant bagad Kerlenn Pondi. Etre bombarderien Breizh ha sonerien Safar e teu mignoniezh. Eus Breizh da Zanzibar, ec’h en em c’houlenn ar sonerien penaos miret ha skignañ o sonerezhioù hengounel, peseurt darempredoù zo etre memor ha krouidigezh. Etre daou damm douar pell an eil diouzh egile, koulz hag etre an amzer vremañ hag an amzer dremenet e teu war wel liammoù start.
Un teulfilm sevenet gant Ronan Hirrien.
Istitlet e brezhoneg, e galleg hag e saozneg.
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel