
Me, Kourjetenn
Kourjetenn n’eo ket ur penn-legumaj, ur paotr bihan kalonek ne lavaran ket. Pa goll Kourjetenn e vamm e soñj dezhañ emañ e-unanig hiviziken. Mignoned en em gavo...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Besoin d'aide ?
contactez-nous par e-mail
E 1997 evit ar wech kentañ e kase ar gevredigezh Diwan skolidi d'ar vachelouriezh. Alan, Bleuenn, Maela hag ar re all a zo tost tregont vloaz hiziv. Pep hini en deus toullet e hent ken keñver micher, ken keñver buhez prevez. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober gant ar yezh a zo bet fiziet enno. Petra eo ar brezhoneg bremañ evito ? Un teñzor, ur chañs, ur samm ? Ha prest int, evel o zud, da gas o sevenadur war-raok ? Gant skeudennoù bet tapet p'edont c'hoazh er skolaj hag el lise ha skeudennoù a-vremañ e klask ar film heuliañ an hent dibabet gant pep hini, an holl anezho o lodenniñ abaoe o bugaleaj, ul liamm bev ha start, hini ar yezh.
Un teulfilm sevenet gant Soazig Daniellou.
Istitlet e galleg hag e saozneg.