Graet e vez "ar Gwim" eus ar geot a gresk en-dro war-lerc'h an eost, p'eo bet troc'het an ed. Evel-se ivez e oa bet lesanvet bugale an nebeud koubladoù emsaverien o doa dibabet ober gant ar brezhoneg en o buhez familh er bloavezhioù 1950, d'ar mare dres ma oa an darn vrasañ eus ar Vretoned o tilezel anezhañ evit ar galleg. Ar film a gont istor souezhus ar vugale-se.
Un teulfilm sevenet gant Soazig Daniellou.
Istitlet e galleg hag e saozneg.
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel