
Me, Kourjetenn
Kourjetenn n’eo ket ur penn-legumaj, ur paotr bihan kalonek ne lavaran ket. Pa goll Kourjetenn e vamm e soñj dezhañ emañ e-unanig hiviziken. Mignoned en em gavo...
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Besoin d'aide ?
contactez-nous par e-mail
12 Labour Asteriks (78 mn)
Goude bezañ klevet e oa galloudoù gwir zoueed d'ar C'halianed disuj, e tiviz Jul Kaezar daeañ anezhe.
Asteriks hag Obeliks a ranko neuze talañ ouzh daouzek labour amprouenn.
Ma teuont a-benn anezhe, en deus touet Kaezar ez aio kuit, met ma c'hoarvez gante c'hwitañ warne e c'houzañvint fulor Kaezar.
Asteriks ha Kleopatra (69 mn)
N'eo ket Kleopatra evit gouzañv evezhiadennoù Jul Kaezar : savadur meur ebet n'eo bet savet e bro Ejipt abaoe piramidoù, emezañ. Nekeresis, tisavour ar Rouanez, en deus tri miz da sevel ar c'haerañ palez zo. Goulenn a ra sikour digant Panoramiks, Asteriks hag Obeliks...