Pevar bloaz hanter eo Olivu. Ganet eo bet e Korsika, dindan un olivezenn, e-kreiz ur vro heoliek. Bidoc'hig ur veuriad laouen eo. A-drugarez d'e zaou zant bras, d'e zaoulagad lampon ha d'e skouarn dorr eo deuet da vezañ moumoun an tiegezh. Ha sakr an tiegezh war an enezenn, me 'lâr deoc'h !
El levrenn-mañ emañ o kontañ holl sotonioù bet graet gantañ !
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel