Enez Black Mór
Titl orin :L'Île de Black Mór
Dizale
Rummadoù :DVD e brezhoneg
-DVD evit ar vugale e brezhoneg
-Tresadennoù-bev krenn hag hir e brezhoneg
Ti-embann : Dizale
1803, war aodoù Kerne-Veur... Kid, ur minor a 15 vloaz a zeu a-benn da achap kuit eus ti an emzivaded e-lec'h ma oa bac'het e-giz ur galeour. Ne oar ket peseurt anv gwir en deus ha n'eo perc'henn war tra nemet war ur gartenn, un enezenn warni, e-lec'h ma vefe un teñzor. E-barzh levr Black Mór e oa ur gartenn, ur morlaer brudet e plijfe kement da Gid bezañ heñvel outañ. Asambles gant daou beñseour, Mac Gregor ha Fiselenn, e tec'h Kid kuit war lestr ar warded-aod en tu all d'ar meurvor Atlantel, war roud e enezenn hag e deñzor. Met n'eo ket tre ar pezh a vez lennet e levrioù morlaeron a c'hoarvezo gantañ... War glask piv eo-eñ emañ Kid, ha breskoc'h anezhañ eo evit a soñj dezhañ. War hent Enez Black Mór e vevo meur a avañtur dic'hortoz...
Adalek 6 vloaz
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !