Ur grip dalc'hus eo Columbo (Peter Falk), lemm e spered, met daouarn yod ha penn-avel anezhañ war ar memes tro. Daoust d'e stumm tort ha d'e zilhad en pilhoù ez eo un enklasker donezonet-kaer, a vez sachet e evezh gant an disterañ munudoù. Ar re en em gav tal-ouzh-tal gantañ, ar vuntrerien, a zo bourc'hizien pinvidik peurliesañ, o dez dispriz outañ rak e neuz. Frealzus gant ar vuntrerien e penn-kentañ, a vod ganto pe bamet dirazo, e teu tamm-ha-tamm da vezañ spegus, displijus, mac'homus betek ma vefe graet fazioù gant e suspedoù pe ma anzavfent o zorfedoù.
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel