Hunvreal a ra an holl vroioù e gounit al Loar ha plantañ o banniel warni. Divizout a ra Solan ha Ludvig klask o chañs war bourzh ar fuzeenn savet gant Reodor. Setu neuze o kregiñ un avañtur dibar en egor ! Rann ziwezhañ troioù-kaer Solan ha Ludvig goude "Nedeleg dizerc'h e Flåklypa" ha "Redadeg ar formaj-laezh".
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel