
Re bell ganti
Arno Elegoed a ginnig deomp daou viltamm nevez erruet e katalog an ti-embann Bannoù-heol. Ur gelaouadenn sevenet gant Laëtitia Fitamant.

Arno Elegoed a ginnig deomp daou viltamm nevez erruet e katalog an ti-embann Bannoù-heol. Ur gelaouadenn sevenet gant Laëtitia Fitamant.

Ur gelaouadenn sevenet gant Katell Uguen diwar-benn miltammoù kartenn ar Vro.

Deux puzzles représentant la carte de la Bretagne et ses symboles viennent de sortir.

Un atersadenn gouestlet da V-Bannoù-heol ha da raktres nevez an ti-embann : "Ar Marc'h Dall". Emañ Arno Elegoed gant mikro Glenn Jegou.

Un atersadenn gouestlet da V-Bannoù-heol ha da raktres nevez an ti-embann : "Ar Marc'h Dall". Emañ Arno Elegoed gant mikro Glenn Jegou.

Arno Elegoed, krouer an ti-embann Bannoù-heol ha kelenner war ar sonerezh, en doa graet un taol kaer 2 vloaz p’en doa embannet Kan ar Bed, ul levr-bladenn evit ar vugale gant kanaouennoù hengounel e meur a yezh. Ur raktres brav all zo gantañ ar bloaz-mañ. Enrollañ ur wech ouzhpenn “Ar Marc’h Dall” skrivet gant René Abjean ha Job an Irien. Emañ gant mikro Morgane Bramoullé evit kinnig ar raktres deomp.

Atersadenn Arno Elegoed sevenet gant Manu Méhu diwar-benn ar raktres levr-CD "Ar Marc'h Dall", oberenn René Abjean ha Job an Irien

Petra eo labour embann bannoù treset e brezhoneg ? Petra zo disheñvel deus levrioù all, pe deus yezhoù all ? Penaos 'mañ an traoù evit a sell an arc'hantiñ, ar gwirioù ? Ur bern goulennoù a c'hell an nen sevel, ha daoust deomp anavezout un toullad skouerioù ha bezañ lennet meur a hini, eo berr hom gouiezegezh war an dra. Arno Elegoed 'nevoa krouet an ti-embann Bannoù-heol e 1999. Un tamm sklaeradennoù gantañ, deus mikro Tugdual Karluer

Goude al levrig-pladenn « Kan ar Bed » hag en doe graet berzh daou vloaz 'zo, emañ an embannadurioù « Bannoù-heol » gant un eil raktres bras. Lazoù-kanañ breton ha korsat, laz-seniñ Bulgaria, binviji hengounel ha nevez,... ur c'henlabour etrevroadel a vo ar wezh-mañ c'hoazh, evit lakaat da glevet en-dro un oberenn deus fin ar bloavezhioù 1970. Skrivet e voe bet « Ar Marh Dall » gant Job an Irien da neuze, da zihuniñ ar Vreton-ezed a-raok ma vefent kollet en ur sevenadur bedelaet. Arno Elegoed, rener an embannadurioù « Bannoù-heol », a gav dezhañ eo ur stourm a-vremañ kement hag e oa er bloavezhioù 1970. Daleet eo bet enrolladennoù ar bladenn evel-just, dre ma n'eo ket bet posupl mont da vBulgaria e pad mizvezhioù. Emichañs e loc'ho an enrollañ en-dro a-benn miz Eost.

E 1979 o doa ar sonaozer René Abjean hag ar skrivagner Job an Irien savet ur c'hantate anvet "Ar Marc'h Dall". Un 30 kwech bennak e oa bet kinniget an oberenn e Breizh ha berzh 'n oa graet ken modern e oa ar sonerezh d'ar c'houlz-se ha don ar pozioù. O vezañ adenrollet emañ ar c'hantate. Ganet ar raktres gant Arno Elegoed, bet lusket gantañ Kan ar Bed, al levr CD bet embannet 2 vloaz 'zo. Da c'hortoz klevet ha lenn Ar Marc'h Dall e c'helloc'h bepred dizoloiñ Kan ar Bed ma n'eo ket graet c'hoazh... Kaerat levr CD.

Pennad-komz kaset da benn gant Gaël Le Du, Claire Peres Kinnig a ra Arno Elegoed ar bladenn hag al levr-CD Kan Ar Bed, Ur bedadenn da veajiñ gant trizek pezh sonerezh eus broioù disheñvel, mesket brav gant soniadoù ar brezhoneg.

Arnaud Elegoët des éditions Bannoù-heol nous présente le projet musical Kan Ar Bed, au micro de Pauline Daniel.

Ur veaj war-gan tro-dro d'ar bed, sed aze ar pezh a zo kinniget gant ti-embann Bannoù-heol e raktres "Kan ar Bed". Ul levr-CD kinniget deomp gant Arno Elegoed.


Un abadenn lusket gant Tomaz Laquaine. Kouviad : Arno Elegoed diwar-benn "Kan ar bed", ul levr diwar ur bladenn, embannet gant Bannoù-heol

Ul levr diwar ur bladenn. Gant « Kan Ar Bed » e felle da skipailhad an ti-embannn Bannoù-heol sevel ur bladenn en ur vodañ kanaouennoù deus broioù disheñvel.

Ur gelaouadenn sevenet gant Metig Jakez-Vargas diwar-benn Bannpù-heol.

Ur gelaouadenn sevenet gant Katell Uguen diwar-benn embann Skeudennaoueg divyezhek brezhoneg / saozneg Arzhig Du.

Ur gelaouadenn sevenet gant Nolwenn Quioc diwar-benn embann Skeudennaoueg divyezhek brezhoneg / saozneg Arzhig Du.

Atersadenn Arno Elegoed sevenet gant Clément Soubigou diwar-benn an 2 skeudennaoueg "Skeudennoù loened-ti" ha "Skeudennoù karbedoù".

Abaoe miz Gwengolo ez eus bet labouret war ur raktres treiñ levrioù Arzhig Du e brezhoneg gant skolajidi, liseidi ha studierien Kemper. Ur c'henlabour gant un embanner, Bannoù-heol, rouedad mediaouegoù Kemper kumuniezh hag an hentad kelenn divyezhek. Klevet e vo testeni ar vugale, an embanner, ur gelennerez ha tud mediaouegoù Kemper.

6 albom nevez "Arzhig Du" troet e brezhoneg gant re yaouank Kemper.

Ur gelaouadenn sevenet gant Liliane Thoraval diwar-benn al labour treiñ levrioù Arzhig Du kaset da benn gant klasoù divyezhek eus Kemper.

Pennad-komz kaset da benn gant Morgane Bramoullé ha Katell Uguen diwar-benn troidigezhioù Arzhig Du e brezhoneg sevenet gant re yaouank eus Kemper.