E brezhoneg
Bretons

Skeudennoù evit ar re vihan
Daou levr evit ar re vihanañ a zo bet embannet gant Bannoù-heol. Skeudennoù loened-ti ha Skeudennoù karbedoù a gaver enno geriaoueg diazez, gant tresadennoù brav a zo tu lakaat da fiñval. Kartoñs tout eo al levrioù, ar pezh a ro tu da reiñ anezho d'ar vugale adalek ur bloaz.

