E Gouel levrioù Plabenneg e vimp d'ar Sadorn 8 a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2024-09-01 - Kazetennoù

Du ha gwenn ha plas da lenn... (I)

Ul levr souezhus-kenañ ha ken plijus all eo al levr-mañ.
Du ha gwenn ha plas da lenn... (I)
Perzh o deus kemeret : Hervé Tullet

Alies el levrioù evit ar vugale e servij ar frazennoù da zisplegañ ar pezh a ziskouez an tresadennoù. Amañ n'eo ket memes tra ! Pa lenner ar pezh zo skrivet war diwezhañ pajenn ar golo e komprener perzh dibar al levr "Ul levr eo, ober a rez ar pezh a lavar dit hag e weli..."
An hini a lenn an traoù evit ar bugel a zo mouezh al levr eta. Ur boud eo al levr o lakaat ar bugel da vont war-raok war an hent kinniget dezhañ hag oc'h ober ur wech an amzer evezhiadennoù war disoc'h oberoù an hini bihan. Madelezhus ha kalonekaus eo an evezhiadennoù bepred. Ur perzh pedagogel dreist neketa. Eeun-tre eo an tresadennoù hag evel-se e klotont mat-kaer gant doare al levr. Arabat implijout an oberenn-mañ gant ur bugel a oar lenn dija, da'm meno. Kollet e vefe un darn eus e boem. Sur on, koulskoude, e kendalc'ho al lenner yaouank da lenn e-unan al levr war-lerc'h evit adkavout ar voem bet bevet gantañ. Hetiñ a ran d'Ul Levr ar perzh a zellez.

Herve Latimier

Le Peuple Breton

Produioù liammet gant ar post-mañ

Ul Levr
Ma lennadennoù kentañ
12,50 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io