E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2022-12-01 - Kazetennoù

« Ar Marc’h Dall », testenn ur bobl o stourm

Emañ « Ar Marc’h Dall », skrivet gant Job An Irien daou-ugent vloaz zo, o paouez bezañ adembannet gant an ti-embann Bannoù-heol.
« Ar Marc’h Dall », testenn ur bobl o stourm

O parañ emañ an heol war Minihi Levenez kludet e Trelevenez, ul lec’h speredel bet savet gant ar beleg brudet-mat Job An Irien. Daou-ugent vloaz zo e teue er-maez ar Marc’h Dall, « ur ganaouenn veur » e-giz ma lâr paotr Bodiliz. Soñj en deus al leonard bezañ bet levezonet gant un oberenn eus Bro-Gembre bet klevet gantañ d’ur mare ma oa ar vro-se o virvilh : « Me zo oc’h en em lakaet da soñjal mat er vuhez amañ e Breizh, ar pezh ne yae ket, ar pezh a oa o klask difoupañ ». Ha gwir eo, er bloavezhioù 1970 e oa adc’hanedigezh kultur Breizh : « Bez' e oa bet Stivell, Glenmor ha kement zo » eme Job.

Ur bed hengounel o vont da get

Da neuze e teu ar c’hoant dezhañ da sevel e vouezh : « C’hoant ‘moa da lavaret ne oa ket posupl lezel ur binvindigezh da vont kuit ». Setu istor ar Marc’h Dall, un istor a stourm a-enep ur bed a-gozh o vont kuit tamm ha tamm.

« En ur zaremprediñ René Abjean, tamm ha tamm, em eus lavaret e oa poent cheñch penn d’ar vazh ». Ha kredapl-sur e responte an oberenn d’un ezhomm kar en deus bet graet berzh diouzhtu « ha c’hoariet eo bet amañ hag ahont ».

Ha da c’houde bezañ bet selaouet an abadenn, « lod a lavare e-touez ar pezh a zegas ar bed modern hon eus da zibab, n’hon eus ket da gemer pep tra ». « Dav eo reiñ hom livioù deus ar pezh a deu deus an diavaez ». Ar Marc’h Dall a oa enoriñ ur bed hengounel o vont da get.

Savet eo bet ar muzik gant René Abjean diwar-benn ar pezh en doa skrivet an den a iliz. Mes da betra servij adembann ar Marc’h Dall ? « Souezhet on bet un tamm ha war ar memes tro em eus kavet e oa kaer ». Dav eo lâret memestra « ar pezh a zo skrivet er ganaouenn veur-se a c’hell bezañ talvoudus evit hirio c’hoazh, […]. Meur a wech eo bet goulennet diganin ‘pije ket cheñchet traoù ? Ar pezh ‘m eus skrivet d’ar poent-se a chom gwir, siwazh evit hirio ». Ouzphenn gant ar bedeladur ez eo startoc’h c’hoazh evit difenn ur c’hultur minorelet.

« Sevel hor penn »

« Me a sante mat er pezh’moa skrivet aze e oa peadra da reiñ kalon d’ar re a stourm evit ma vije doujañs evit sevenadur ar pobloù bihan ». Al levr-se a zo e-giz un test evit ar rummadoù da zont. « Me ‘m eus bet kalz plijadur o selaou an adenrolladenn » a ouzhpenn an den war an oad, sederaet e vizaj. Un afer a stourm eo bet hag a chom an deiz hag hirio an oberenn : « An dra-mañ ‘moa c’hoant da skrivañ : sevel hor penn ».

Pa c’houlenner digant an den fur penaos e wel dazont sevenadur ar vro : « Gouzout a ran e rank an holl bobloù keltiek en em skoazellañ war ar poent-se, rak greun mat hon eus da resev digant ar broioù keltiek all, ha ni moarvat da reiñ dezho ivez ». Ha, war ar poent-se, Job en deus kendalc’het gant e hent : « Bep ploaz e ran ur pelerinaj en Iwerzhon ». A-viskoazh eo bet Job an Irien un henchour d’an dud « dedennet gant anaoudegezh speredelezh keltiek kristen ». Gant ma vo didallaet al loan en amzer da zont !

Julien Meffre

Le Télégramme

Produioù liammet gant ar post-mañ

Ar Marc'h Dall - Levr-CD
Kan ar Bed
22,90 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io