Postet d'an 2022-10-25 - Kazetennoù
Nevezentioù an embann e brezhoneg
Da c’houde berzh "Kan ar Bed" e vo embannet un eil levr-pladenn gant Bannoù-heol : "Ar Marc’h Dall".
Perzh o deus kemeret : René Abjean, Job an Irien
An oberenn orin, eus 1979, a oa bet skrivet gant Job an Irien ha gant René Abjean e oa bet savet ar sonerezh. Daoust hag-eñ e vo gouest Breizh da virout hec’h identelezh ? En ur lenn ar c’homzoù en-dro, "ken gwir atav", e fellas da Arno Elegoet adembann an oberenn, diaes da gavout hiziv-an-deiz. "Graet he doa berzh d’ar mare-se a-drugarez d’an destenn fromus war hor sevenadur hag hor yezh, hag ar stil sonerezh poblek", emezañ. Kenlabouret en deus an embanner gant laz-seniñ Bulgaria ha kanerien deus Korsika adarre ha gant ar ganerez Véronique Autret "kenlabourioù a-feson !", evit reiñ ur blaz modernoc’h d’an oberenn.
Ya!