Livre et CD pour enfants : “Kan ar Bed, un voyage musical autour du monde” aux éditions Bannoù-heol
Daoulagad digoret frank war ar bed
Poent eo kousket, emañ Liza en he gwele gant Moutig, e arzhig moumoun. Ha setu hi da huñvreal ha da vont da zizoleiñ broioù ar bed. Kanaouennoù ar bed a zo kinniget el levr-mañ.
Ul levr a lakaa ar vugale da lenn ha da ganañ met pas hepken ! Ur c'hoari a zo kinniget dezho ivez : goulennet zo diganto klask binviji sonerezh amañ hag ahont ha dre-se dizoleiñ kanaouennoù ar bed. Deus bro Rusia gant "An Distro" savet gant Jil Penneg ez eomp betek Arc'hantina gant kanaouenn Ricardo Vila ha lakaet e brezhoneg gant Fulup Jakez. Hag e nijomp kuit betek Bro Gabilia evit kanañ asambles "Ma zadig-me" pe c'hoazh betek China ha "Kan an Nevez-Amzer". Kenderc'hel a reomp gant "Breudeur Omp" deus Korsika ; Enez Tahiti n'eo ket disoñjet gant "Ar Mor Bras". Broioù ha kanaouennoù all a zo diskouezet c'hoazh.
Hon ali
"Kan ar Bed" a zo ul levr boemus. An tresadennoù a zo livet brav ha puilh. Ur gwir plijadur eo dizoleiñ bruzhunoù deus broioù ar bed a-hed ar pajennoù. Ouzhpenn kant den o deus kemeret perzh en oberenn-mañ hag en o zouez laz-seniñ sinfoniek deus Bulgaria. Ur sapre labour renet gant Arno Elegoed ha Joris Inadïas eo. Ur prof da lakaat dindan ar wezenn-sapin c'hoazh ar bloaz-mañ.
Martine Guilcher