Du ha gwenn ha plas da lenn
Kounnaret eo Neñneñ ! Testenn gant Evelyne Reberg, tresadennoù gant Josse Goffin, brezhoneg gant Bannoù-heol, embannet gant Bannoù-heol, 5,20 €
Un eil levr eus dastumad Istorioù kaer ar re vihanañ kinniget gant Bannoù-heol. Memes doare da ginnig evel-just. Tresadennoù plijus, testennoù simpl bepred. Un istor a vignoniezh etre Neñneñ, an arzhig grignous, hag Elouan, ar paotrig. Krediñ a ra Neñneñ bezañ dilezet, fuloriñ a ra en un doare na zispleg ket a-raok merzout pegen karet eo gant Elouan... Plijadur hag eskemm a vo etre bugaligoù ha tud deuet a-drugarez d'al levrig-mañ, a-dra-sur.
Ar balum hag ar pesk bihan gant Eric Battut, brezhoneg gant Bannoù-heol, embannet gant Bannoù-heol, 5,20 €
Un trede levr eus dastumad Istorioù kaer a re vihanañ kinniget gant Bannoù-heol. Memes doare plijus da ginnig bepred. Skrivet ha treset eo bet gant Eric Battut. Adkavout a reer tem Daou vignon da viken mignoniezh etre ur ramz, Askelleg ar balum, hg ur boud bihan tout, Pesk Bihan. Disheñvel eo an darvoudoù, n'emeur ket er savanenn ken met e-kreiz ar mor ha div dodenn nevez a gaver : hini nerzh ar strollad boudoù bihan hag hini ar blijadur da gaout kalz mignoned. "Seul vuia vignoned, seul vui a blijadur !" eo frazenn diwezhañ al levrig. Diaes eo empentiñ ne vefe ket kavet bourrus an istor gant ar bugaligoù.
Herve Lannuzel