An embann evit ar vugale - Soñjoù Arno Elegoed
Rener ar gevredigezh Bannoù-heol eo Arno Elegoed. Bannoù-treset brudet-mat zo bet embannet gant Bannoù-heol evel Boulig & Billig, Titeuf pe Thorgal da skouer.
Er penn-kentañ on bet ma-unan oc'h ober ma labour. Tamm-ha-tamm em eus kavet tud evit reiñ sikour din, evit adlenn ar skridoù pe maketenniñ da skouer, ar pezh a ro lañs ha lusk d'al labour.
Ul lec'hienn Internet nevez a zo bet savet n'eus ket pell zo, brav eo da welet ha modernoc'h eo eget an hini gozh. A-drugarez d'al lec'hienn e krouer liammoù gant ar bed. Ur wech an amzer e vez goulennet levrioù diganeomp eus an estrenvro zoken : Spagn pe Alamagn da skouer.
Evel-just e prizius evidomp skoazell tud all. Ar C'huzul-rannvro kement ha departamant Penn-ar-Bed a sikour ac'hanomp kalz. En holl e vez paeet ganto 60 % eus ar priz moullañ. Gant Ofis publik ar brezhoneg hor bez sikour ingal evit adlenn an troidigezhioù ha kuzuliañ e mod pe vod.
Da-geñver saloñs Karaez en em gavan atav gant tud prest da gaozeal diwar-benn hol labour. Meur a wech e oa bet c'hoarvezet din resev posteloù gant lennerien o lavaret e oa fentusoc'h al levrioù bet troet e brezhoneg eget er yezh orin. Kement-se a ro startijenn !
Eus an tu all eo gwir n'eo ket aes gwerzhañ levrioù. Dija e vez lennet nebeutoc'h-nebeutañ gant ar vugale dre-vras, e galleg zoken. Dipitus eo : muioc'h-mui a skolidi divyezhek a zo, embannet e vez muioc'h a levrioù eget 10 vloaz zo, ha daoust da se ne vezont ket prenet kalz. Memes e-barzh ar stalioù ma vezont kavet e chomont kuzhet. Kalz tud ne ouzont ket zoken ez eus bannoù-treset e brezhoneg ! Koulskoude int talvoudus, evit ar re vras zoken, peogwir e c'hellont servijout da zeskiñ ar yezh en ur mod aes.
Siwazh e chom kalz tud c'hoazh gant skeudennoù kozh eus ar brezhoneg, stag ouzh ar sevenadur gwechall. Da skouer, bewech ma vez aozet traoù evit difenn ar brezhoneg e vez kinniget festoù-noz. Un dra vat eo evel-just, met graet e vez betek re : perak ne vefe ket un abadenn tekno lakaomp, pe un dra all...
Dre al levrioù a vez embannet ganeomp e klaskan reiñ ul liv modern d'ar brezhoneg ha tresañ ur skeudenn digoroc'h eus ar yezh evit diskouez e c'haller ober pep tra e brezhoneg.